Klip ha filmoù berr gant Morzhol Prod
Friday 28 October 2022, 19:00
Nozvezh skignañ klipoù ha filmoù berr da geñver kentañ skignadenn ar c'hlip Ma Zamm Kroc'hen N'Eo Ket Da Werzhañ gant Bernez Tangi. 1e skignañ gant danvez n'eo ket diskouezet gwech ebet c'hoazh !
O P'ti Boneur (Ostaleri/Ispisiri - Bar/Épicerie), Botmeur
Kaozeadenn e brezhoneg e Gwiskri
Friday 28 October 2022, 17:30
Aozet gant ar gevredigezh Ar Marc'h Du. Darvoud digor d'an holl evit komz e brezhoneg, diwar-benn un tem resis a-wechoù.
Gare de Guiscriff - Gar Gwiskri, Guiscriff
Kan an Noz : Koan vras kanet ha baleadenn e Brasparzh
Saturday 22 October 2022, 14:00
Kan an Noz, darvoud aozet abaoe pell gant ar gevredigezh Kan ar Bobl Menez Are. Baleadenn kanet goude lein ha diouzh noz koan vras gant kanerezed ha kanerien ampart deus pep lec'h.
Salle des fêtes de Brasparts - Sal ar gouelioù Brasparzh, Brasparts
Baleadenn : Dre ar c'hoajoù hag al lanneier
Saturday 22 October 2022, 14:00
Sellomp ha komzomp deus ar plant gouez e lenn Gwerledan e-pad ur valeadenn divyezhek, gant div vouezh, hini Claire Tangi (Herbes Vagabondes) ha Gwendolyn Ivikel (Gwen Natur).
Tregenanton - Tregnanton, Bon Repos sur Blavet
Tañva d'ar vell-droad gouezelek
Saturday 22 October 2022, 10:00
Prantad tañva d'ar sport-mañ a zeu eus Iwerzhon, hag a vez c'hoariet gant an daouarn hag an treid, gant palioù a vesk palioù rugbi ha mell-droad. Digor d'an holl !
Stad - Stade Auguste Girot (Toulhuit), Rostrenen
Beilhadeg 50 vloaz Dastum
Friday 21 October 2022, 20:30
Beilhadeg gant kanerien, sonerien ha konterien, ha kanaouennoù da zañsal da-heul. Aozet gant Bazhvalan ha Korn Boud.
Salle des fêtes de Spézet - Sal ar gouelioù Speied, Spézet
Gwerzh a-vras Keit Vimp Bev
14 - 16 October 2022
Prizioù distaolet -50%, levrioù da 1-2 € (hag evit mann zoken). D'ar sadorn 15, prezegenn gant Yann Gerven war poentoù yezhadur, pourmenadenn e brezhoneg ha gweladenn chapel ar Roc'h e Santoz.
Keit Vimp Bev, Laz
Prezegenn gant Yann Gerven
Saturday 15 October 2022, 12:00
Prientit ho koulennoù war yezhadur ar brezhoneg !
Sal liezimplij Laz - Salle polyvalente de Laz, Laz
Tavarn ar vrezhonegerien e Karaez
Friday 14 October 2022, 19:00
Digor d'an holl dud a fell dezhe komz pe klevet brezhoneg gant ur banne ha boued-polikan. Aozet gant Emglev Bro Karaez.
Le Central Café - Ar C'hafe Kreiz, Carhaix-Plouguer
Devezh ar C'hleuzioù
Saturday 8 October 2022, 13:30
Baleadenn, prezegenn ha fest-noz evit kizidikaat d'ar gwareziñ kleuzioù e Breizh.
Sal ar gouelioù Sant-Nigouden - Salle des fêtes de Saint-Nicodème, Saint-Nicodème
