PIV OMP ?
Kengevredigezh evit ar brezhoneg e Kornôg Kreiz-Breizh eo RAOK.
Bodañ a ra kevredigezhioù, embregerezhioù ha tud evit lakaat war-wel an darvoudoù, oberoù ha neventioù.
KORNÔG KREIZ-BREIZH
E Bro Kornôg Kreiz-Breizh emaomp, da lâret eo war 3 departamant Mor-Bihan, Penn-ar-Bed hag Aodoù-an-Arvor ha 5 kumuniezh-kumunioù (Roue Morvan, Kreiz-Breizh, Poc’hêr, Menez Are ha Kerne Uhel). 78 kumun zo en holl ha 80 000 a dud zo chom enne.
Ha dreist-holl ur vro ma vez bev ar brezhoneg war ar pemdez, kendalc’homp ganti !
HON C’HEFRIDIOÙ
Kehentiñ
Lakaat a reomp en a-raok an holl neventioù tro-dro d’ar brezhoneg e Kreiz-Breizh dreist-holl, hag e Breizh ivez.
- Ul lizher-kelaouiñ a vez kaset bep miz (gellet a rit lakaat hoc’h dre hon lec’hienn evit resevout anezhañ).
- Un deiziataer boutin gant an holl zarvoudoù a denn d’ar brezhoneg ha da sevenadur Breizh e Kreiz-Breizh a veromp (liamm war hon lec’hienn).
- Embannoù a reomp ingal war ar rouedadoù sokial (Facebook ha Twitter).
- Kenurzhiañ a reomp skritur pajenn vrezhonek ar sizhunieg Ar Poc’hêr (embannet bep pemzektez etre miz Gwengolo ha miz Even).
- Dre ur c’henlabour gant Radio Kreiz-Breizh e kemeromp perzh alies e atersadennoù radio evit lakaat ar gaoz war an neventioù-se.
Aze emaomp evit titouriñ kement hini a garfe gouzout hiroc’h war ar brezhoneg e Kreiz-Breizh : Pelec’h e c’hellan deskiñ ar brezhoneg ? Peseurt doareoù zo da zeskiñ anezhañ ? Pelec’h e c’hellan ober gantañ er vro ? … Respont a raimp deoc’h !
Buheziñ
Ur bern abadennoù a gasomp e Kreiz-Breizh evit lakaat da vevañ ar yezh. Un digarez eo ivez seurt darvoudoù d’ober gant ar brezhoneg en diavaez eus al lec’hioù kelenn (skolioù evit ar vugale ha kreizennoù-stummañ pe gentelioù-noz evit an dud deuet).
- Kinniget e vez neuze baleadennoù, nozvezhioù sinema, kaozeadennoù, prezegennoù, stajoù, c’hoarioù kwiz… An holl anezhe a vez embannet e-barzh hon deiziataer.
- Evel emglev-bro e harpomp da aozañ darvoudoù a c’hoarvez pep lec’h e Breizh e-kreiz ar vro : troiad sinema evit ar vugale, filmoù-chakod, GBB (Gouel Broadel ar Brezhoneg), Ar Redadeg…
Mat da c’houzout, an abadennoù a vez digor d’an holl, brezhonegerien ampart, tud o teskiñ ar yezh, tud na ouzont ket anezhi c’hoazh met o deus c’hoant da glevet anezhi, tud deuet, bugale, familhoù… Bec’h de’i evit ober gant ar brezhoneg !
Ambroug
Ur yezh eo ar brezhoneg, hag evel evit pep yezh eo pouezus e c’hellfemp ober gantañ e pep lec’h, e vefe klevet, skrivet ha lennet.
- Broudañ a reomp an darvoudoù sevenadur a bep seurt (pas sevenadur Breizh hepken) ha sport d’ober gant ar brezhoneg. Gant embregezhioù ha lec’hioù ar bed ekonomikel ha touristel ez eomp e darempred ivez.
- Ouzhpenn broudañ a reomp, aze emaomp evit ambroug an holl frammoù ha tud da lakaat oberoù e-plas gant yezh ar vro : treiñ menegoù, reiñ alioù war an doare da ginnig evit an dielloù kehentiñ, kas abadennoù tañva…
C’hoant ho peus da implij ar brezhoneg en ho embregerezh met n’ouzit ket peseurt mod ober ? Deuit e darempred ganimp !
UR WECH E OA…
5 framm eus ar vro (Ar Fiselerezh, Roudour, Emglev Bro Karaez, Bod Kelenn hag Oaled Landelo) o doa bet c’hoant d’en em vodañ evit, da zigentañ, brudañ ha kenurzhiañ ar c’helenn d’an dud deuet e Kreiz-Breizh asambles.
Da-heul meur a emvod evit lakaat ar gaoz war ar c’henlabour ha goude bezañ kaset un DLA (Doare Lec’hel da Ambroug) e oa aet pelloc’h an traoù evit lakaat e-plas ur framm dave evit ar brezhoneg e-kreiz ar vro. E miz Genver 2018 e oa bet savet neuze ar gengevredigezh RAOK – Brezhoneg e Kreiz-Breizh.
Ar stadud « Emglev-bro » pe « Ti ar Vro » zo bet kemeret met o labourat dreist-holl war ar brezhoneg hepken, pa ra an emglevioù-bro all kement war sevenadur Breizh ivez. Hag en tu all d’ar bed sevenadurel e labour RAOK dre ma vroudomp da ziorren ar yezh er bed ekonomikel ha touristel. Ha titour dibar all, RAOK eo an emglev-bro nemetañ o vezañ war meur a zepartamant evit liammañ gant an dachenn-vuhez.
E miz Genver 2019 e vo degemeret ar goprad kentañ ha lañset da vat oberoù RAOK ! Amañ emañ evit brudañ ar pezh a c’hoarvez tro-dro d’ar brezhoneg e Kreiz-Breizh, buheziñ ar vro dre ar yezh, hag ambroug an holl dud ha frammoù a ra pe o deus c’hoant d’ober gant ar brezhoneg e Kreiz-Breizh !
HON BUREV
Alexis HIÉ, prezidant RAOK
Berc’hed KALLAG, besprezidantez RAOK
Virginie BOTREL, kenurzhierez Radio Kreiz-Breizh ha teñzorerez RAOK
Gérard GWENN, ezel eus Kuzul-merañ Ti menez Are, Addes Boneur ha Keit Vimp Bev, ha sekretour RAOK
Ifig Flatrès, besteñzorer RAOK
Sedrig LAUR, merour Roudour ha bessekretour RAOK