Nozvezh ar Gavotenn 2022
16 - 18 September 2022
A-hed an dibenn-sizhun : fest-noz, fest-deiz, stajoù brezhoneg ha kan-ha-diskan, nozvezh sinema...
Salle Amzer zo - Sal Amzer zo, Poullaouen
Fest ar Forn
Sunday 11 September 2022, 14:30
Ar gevredigezh Oaled Landelo a ginnig deoc'h Fest ar Forn, gant ur werzh bara poazhet war al lec'h. Fest-deiz gant kanerien ha sonerien. Boued ha tavarn war al lec'h.
Presbital Kozh, Landeleau
Tavarn ar vrezhonegerien e Karaez
Friday 9 September 2022, 19:00
Digor d'an holl dud a fell dezhe komz pe klevet brezhoneg gant ur banne ha boued-polikan. Aozet gant Emglev Bro Karaez.
Tavarn Tachenn-gampiñ Traoñienn ar Stêr-Iêr - Bar du Camping de la Vallée de l'Hyères, Carhaix-Plouguer
Damp da gaozeal ba Langoned
Wednesday 7 September 2022, 20:00
Evit komz e brezhoneg. Tem resis ebet. Pep hini a bae e evajoù. Evit ar vrezhonegerien hag an deskarded ampart.
Buro Butun, Langonnet
Tro-vale e brezhoneg e Purid-Kintin
Saturday 3 September 2022, 13:30
Baleadenn diwezhañ an hañv ! Deomp d'ober anaoudegezh gant Purid-Kintin ! Chom a raimp a-sav e ti brezhonegerien evit komz gante eus o buhez hag istor ar vro !
Salle des fêtes de Peumerit-Quintin - Sal ar gouelioù Purid-Kintin, Peumerit-Quintin
Abadenn kontañ kaoz e Gourin
Thursday 1 September 2022, 14:00
Emgav bep yaou kentañ ar miz da 2e e mediaoueg Gourin. Digor d'an dud a oar komz brezhoneg dija tamm-pe-damm. Tem an deiz : Sonerezh Breizh !
Médiathèque de Gourin - Mediaoueg Gourin, Gourin
Festival Fisel 2022 : 50vet !
23 - 28 August 2022
Abadennoù a vo adalek ar meurzh 23 betek ar sul 28 a viz Eost ! Sonadegoù, festoù-noz, stajoù, baleadenn, prezegenn, ha souezhadennoù all a bep seurt evit an 50 vet gouel !
Salle des fêtes de Rostrenen - Sal ar gouelioù Rostrenn, Rostrenen
Kreiz-Breizh war-droad (Kamp-hañv, 13-17 vloaz) NULLET
21 - 27 August 2022
N’eus ket amzer da goll, poent eo mont ! Kalzig a hent on eus d’ober. Tap da votoù bale, da vousc’hoarzh ha deomp deï !
Tremargad - Trémargat, Trémargat
Riboulerien ar Lanneier (Kamp-hañv e brezhoneg, 6-13 vloaz)
21 - 27 August 2022
Deus d’ober anaoudegezh gant an natur er menez Are, loened gouez etre koadoù ha lanneier.
Ti Menez Are, Brasparts
Kan ba'r Bistro e Plouie
Friday 26 August 2022, 19:00
An holl a c'hall kemer perzh. Degas e sac'had boued ha kanaouennoù ! Aozet gant Emglev Bro Karaez ha Raok.
Tavarn Ti Elise - Bar Ty Elise, Plouyé
