Kaozeadenn e brezhoneg e Rostrenn
Thursday 3 November 2022, 19:00
Yec'hed mat ! Setu an emgav miziek evit komz e brezhoneg en un davarn e bro Rostrenn. Simpl an traoù, komz diwar-benn a bep seurt traoù e brezhoneg en ur evañ ur bannac'h.
Pub Ti Devine's, Rostrenen
Abadenn c'hoari e Gourin
Thursday 3 November 2022, 14:00
Un digarez evit tañva ar c’hoarioù goulennoù e brezhoneg a zo war al lec’h. Deuit da gemer perzh (ha tapout ar maout, piv ‘oar…) pe da selaou hepken, digor eo d'an holl !
Médiathèque de Gourin - Mediaoueg Gourin, Gourin
Fest-noz Kala-Goañv e Speied
Monday 31 October 2022, 21:00
Gant ar strollad Re an Are ha ul leurenn digor. Deuit gwisket farsus ma 'peus c'hoant ! Aozet gant ar skol sonerezh Korn Boud eus Speied.
Salle des fêtes de Spézet - Sal ar gouelioù Speied, Spézet
Fest-noz Kala-Goañv e Langoned
Monday 31 October 2022, 21:00
Aozet gant Div Yezh Langoned. Gant : Fleuves, Le Bour/Bodros, Poulériguen/Le Strat & Bourdonnay/Le Panse.
Salle des fêtes de Langonnet - Sal ar gouelioù Langoned, Langonnet
Gouel al levrioù e Breizh 2022
29 and 30 October 2022
33vet Gouel al levrioù e Breizh a lido er bloaz-mañ Katalonia.
Leurenn Glenmor - Espace Glenmor, Carhaix-Plouguer
Arkeologiezh e Kreiz-Breizh
Sunday 30 October 2022, 14:30
Kinnig lec'hiennoù arkeologel ar vro hag ar raktresoù evit lakaat anezhe en a-raok. Daoust hag e c'hellont degas un dra evit diorren ar vro ?
Stal-levrioù - Librairie Passage, Brasparts
Dibenn-sizhun evit ar familhoù hag an dud deuet
28 - 30 October 2022
Pal ar staj eo sikour ar familhoù da gaozeal brezhoneg etreze : ar vugale, ar vugaligoù hag o zud.
Ti Menez Are, Brasparts
Gweladenn ha tañva produioù lipous
Saturday 29 October 2022, 14:30
Gweladenn ha tañva produioù lipous gant daou embregerezh : Toazennoù Bro Fisel ha Mel Bro Fisel. Gweladenn e brezhoneg pe e galleg.
Tregorn - Tregornan, Glomel
Laboused Breizh
Saturday 29 October 2022, 10:00
En-dro d’ar stank e vez gwelet laboused a bep seurt
Callac, Callac
Fest-noz pladenn nevez Ampouailh
Friday 28 October 2022, 21:00
Evit lidañ embann Dasson, pladenn nevez Ampouailh. Gant : Ampouailh, Plantec, Loened Fall, Couriaut/Lotout ha Piel/Morice. Aozet gant Tud Yaouank Kreiz-Breizh.
Sal - Salle Ti ar Pelem, Saint-Nicolas-du-Pélem
