Agenda

Download :

Vakañsoù ti Finn, kreiz ar c'hoad (Kamp hañv e brezhoneg, 8-12 vloaz) NULLET

5 - 11 July 2020

Deus da dremen ur sizhunvezh plijus kaer war ar maez gant da vignon.ez.ed. Aozet gant Studi ha Dudi.

Tremargad - Trémargat, Trémargat

Plijadur e manej ar c'hezeg (Kamp hañv e brezhoneg, 6-10 vloaz)

5 - 11 July 2020

Degemeret e vimp gant kreizenn varc’hegañ an Are staliet just e-kichen hon zi. Aozet gant ar gevredigezh EPAL.

Ti Menez Are, Brasparts

Bec'h d'al leur-c'hoari (Kamp hañv e brezhoneg, 6-10 vloaz) NULLET

5 - 11 July 2020

E-pad ar c’hamp-mañ e vimp soubet e-barzh bed hud an teatr... Aozet gant ar gevredigezh EPAL.

Ti Menez Are, Brasparts

Yao ! Lañset omp ! (Kamp hañv e brezhoneg, 8-10 vloaz) NULLET

5 - 11 July 2020

Dont a rafes da foetañ bro war velo pell diouzh an otoioù trouzus ? Gwall blijet e vi neuze oc’h ober gwelloc’h anaoudegezh gant Breizh a-hed hentoù-houarn kozh. Aozet gant KLT.

An Uhelgoad - Huelgoat, Huelgoat

Staj teknik kan gant Marthe Vassallo (AMPELLET)

Saturday 16 May 2020, 10:00

Staj evit an holl, deraouidi ha tud ampart, ha forzh peseurt boaz sonerezh a vefe : diduamant, hengounel, jazz, laz-kanañ...

Presbital Kozh, Landeleau

Stummadur DABU e brezhoneg (AMPELLET)

18 - 25 April 2020

Stummadur evit kaout diplom aotren war ar buheziñ.

Centre Forêt Bocage - Ti ar C'hoadoù, La Chapelle-Neuve

Amzer-Nevez ar C'hastell-Nevez 2020 (NULLET)

Sunday 12 April 2020, 15:00

Fest-deiz ha noz. Abadenn evit ar vugale. Son ar vugale. Dibunadeg sonerezh. Sonadegoù hengounel. Sonerezh Iwerzhon. Boued war al lec'h.

Salle Ar Sterenn - Sal Ar Sterenn, Châteauneuf-du-Faou

Fest-noz ha kaozeadenn - Pladenn nevez Bro Fisel (AMPELLET)

Saturday 4 April 2020, 16:00

Fest-noz vras evit pladenn nevez Dastum diwar-benn bro Fisel gant kanoù, tonioù ha kontadennoù. Kaozeadenn war bro Fisel da 4e.

Salle Lein Roc'h - Sal Lein Roc'h, Kergrist-Moëlou

Endervezh c'hoarioù e brezhoneg (AMPELLET)

Saturday 4 April 2020, 14:00

Div Yezh Gourin a ginnig deoc'h un endervezh gouel gant c'hoarioù e brezhoneg.

Salle de Troñjoli - Sal Troñjoli, Gourin

Film evit ar vugale "Ernest ha Celestine" e Gourin (AMPELLET)

Monday 30 March 2020, 14:00

Film-bevaat e brezhoneg evit ar vugale adalek 6 vloaz (1e20).

Cinéma Jeanne d'Arc - Sinema Jeanne d'Arc, Gourin