Agenda

Download :

Skignadenn Terminator 2 - Ar Varn Ziwezhañ e brezhoneg

Sunday 16 August 2020, 14:00

Aozet gant Sinema Janed Ark Gourin ha Bod Kelenn. Film e brezhoneg istitlet e galleg.

Cinéma Jeanne d'Arc - Sinema Jeanne d'Arc, Gourin

Baleadenn kanet e Landelo

Saturday 15 August 2020, 14:00

Gant kanerien eus ar vro.

Presbital Kozh, Landeleau

Cow-boy ba'n ti feurm (Kamp hañv e brezhoneg, 7-13 vloaz) NULLET

9 - 14 August 2020

Faotañ a ra deoc’h bevañ e-mesk al loened hag e-kreiz an natur ? Deuit ganeomp neuze ! Aozet gant Ar feurm e Tremargad.

Ar feurm e Tremargad - La ferme à Trémargat,

Baleadenn e brezhoneg er Sent

Friday 14 August 2020, 10:00

Deuit d'ober anaouedegezh gant lec'hioù kaer Kreiz-Breizh, flapiñ gant an dud ha kejañ ouzh brezhonegerien eus ar vro.

Bourg de Le Saint - Bourc'h Ar Sent, Le Saint

Ar poneed dindan ar gwez avaloù (Kamp hañv e brezhoneg, 6-12 vloaz)

2 - 8 August 2020

Deus da vevañ ar vakañsoù e-giz ur gwir trapeur, e-barzh un ti-feurm bio : gant privezioù sec’h ha skrinkerezoù heol. Aozet gant Koed Barz.

Eko-Domani Koed ar Barzh - Eco-Domaine Le Bois du Barde, Mellionnec

Kreiz-Breizh war velo #3 (Staj brezhoneg)

3 - 7 August 2020

Roudour a ginnig deoc'h adkemer ho marc'h-houarn e 2020 : deskiñ brezhoneg pe en em varrekaat war ar yezh... war velo!

Vallée de L'Hyères - Traoñienn ar Stêr-Iêr, Carhaix-Plouguer

Krapaat en dour, roeñvañ er gwez (Kamp hañv e brezhoneg, 10-14 vloaz) NULLET

26 July - 1 August 2020

Koadoù, stêrioù ha natur e pep lec’h ! Aze eo e kampimp, e-tal lenn Kerne-Uhel, e Tremargad. Aozet gant Ti ar c'hoadoù ar Chapel-Nevez.

Tremargad - Trémargat, Trémargat

Ar poneed dindan ar gwez avaloù (Kamp hañv e brezhoneg, 6-12 vloaz)

26 July - 1 August 2020

Deus da vevañ ar vakañsoù e-giz ur gwir trapeur, e-barzh un ti-feurm bio : gant privezioù sec’h ha skrinkerezoù heol. Aozet gant Koed Barz.

Eko-Domani Koed ar Barzh - Eco-Domaine Le Bois du Barde, Mellionnec

Staj war ar brezhoneg dre soubidigezh e Bro Pourlet (KLOK)

27 - 31 July 2020

Ur staj Bod ha Boued, digor d’an holl, e Pleurdud. Aozet gant Skol an Emsav.

Ploërdut - Pleurdud, Ploërdut

Sonadeg Élodie Jaffré hag Axel Landeau

Sunday 26 July 2020, 18:00

Koublad a ginnigo kanaouennoù deus Kreiz-Breizh. Aozet gant Oaled Landelo.

Eglise Saint Thélo - Iliz Sant Telo, Landeleau