Meurzh-flapiñ e brezhoneg e Rostrenn
Tuesday 26 April 2022, 12:30
Degasit ho para pok-ha-pok ha deuit da gomz brezhoneg e-pad troc'h lein ba Ti Numerik, lec'h kenlabourat Rostrenn ! Nicolas ha Florie a vo laouen d'ober anaoudegezh ganeoc'h !
Ti Numerik (Rostrenn - Rostrenen), Rostrenen
Staj evit sevel kinkladurioù aozilh evit al liorzh
Saturday 23 April 2022, 13:30
Deuit gant Isabelle Caignard, kantierez eus Karnoed, da sevel kinkladurioù aozilh evit ho liorzh. E brezhoneg 'vo met digor eo an abadenn d'an holl (gellet a reer treiñ e galleg).
Liorzh kenlodet Landelo - Jardin partagé de Landeleau, Landeleau
Kwiz e brezhoneg e Speied
Friday 22 April 2022, 18:30
C'hoari e brezhoneg gant goulennoù a bep seurt (sport, sevenadur, istor-geografiezh, brezhoneg...) ha tout-se gant fent ha plijadur ! Digor eo d'an holl (troet eo ar goulennoù e galleg).
An Síbín, Spézet
Amzer-Nevez ar C'hastell-Nevez 2022
Sunday 17 April 2022, 15:00
Fest-deiz ha noz. Abadenn evit ar vugale. Dibunadeg sonerezh. Sonadegoù hengounel. Sonerezh Iwerzhon. Boued war al lec'h.
Salle Ar Sterenn - Sal Ar Sterenn, Châteauneuf-du-Faou
Baleadennoù natur
Saturday 16 April 2022, 15:00
Un dro vale e brezhoneg
Bulat-Pestivien, Bulat-Pestivien
Stummadur evezhier kouronkañ e brezhoneg
9 - 16 April 2022
Stummadur perzhekaat DABU evit bezañ evezhier kouronkañ.
Tremargad - Trémargat, Trémargat
Kig-ha-farz Div Yezh Rostrenn (da gas d'ar gêr)
Saturday 9 April 2022, 17:30
Evit sikour raktresoù evit hentad divyezhek skol bublik Rostrenn. Kig-ha-farz fardet gant produioù bio ha deus ar vro.
Collège - Skolaj Edouard Herriot, Rostrenen
Damp da gaozeal ba Langoned
Thursday 7 April 2022, 20:00
Evit komz e brezhoneg. Tem resis ebet. Pep hini a bae e evajoù. Evit ar vrezhonegerien hag an deskarded ampart.
Buro Butun, Langonnet
Kaozeadenn e brezhoneg e Rostrenn
Thursday 7 April 2022, 19:00
Yec'hed mat ! Setu an emgav miziek evit komz e brezhoneg en un davarn e bro Rostrenn. Simpl an traoù, komz diwar-benn a bep seurt traoù e brezhoneg en ur evañ ur bannac'h.
Pub Ti Devine's, Rostrenen
Bec'h d'ar billig (pred krampouezh e brezhoneg) e Landelo
Friday 1 April 2022, 19:00
Fardañ krampouezh ha klakenniñ e brezhoneg.
Presbital Kozh, Landeleau