Agenda

No event found
Download :

Kwiz natur ha deskadurezh hollek

Thursday 19 May 2022, 19:00

Deuit da gemer perzh en ur c'hwiz buhezet e brezhoneg ha digor d'an holl (ar goulennoù a vo troet e galleg ouzh ar skramm). Kalz a c'houlennoù war an natur er wech-mañ ha war temoù all ivez !

Pub Ti Devine's, Rostrenen

Yaou-flapiñ e brezhoneg e Rostrenn

Thursday 19 May 2022, 12:30

Degasit ho para pok-ha-pok ha deuit da gomz brezhoneg e-pad troc'h lein ba Ti Numerik, lec'h kenlabourat Rostrenn ! Nicolas ha Florie a vo laouen d'ober anaoudegezh ganeoc'h !

Ti Numerik (Rostrenn - Rostrenen), Rostrenen

Dañs ar gorriganed

Wednesday 18 May 2022, 10:00

Baleadenn divyezhek brezhoneg-galleg gant ehanoù gant kontadennoù hag abadennoùigoù gant margodennoù.

Ancienne école de Botmeur (mairie) - Skol gozh Boneur (ti-kêr),

Filaj à Langonnet

Sunday 15 May 2022, 15:00

Deuit da ganañ ha da gontañ e Feurm an Hae ! Digor d'an holl ! Aozet gant An Ti Glas.

Ferme de la Haye - Feurm an Hae, Langonnet

Teatr : Mont a raio kuit (pezh-c'hoari e galleg)

Saturday 14 May 2022, 20:30

Strollad Ar Vro Bagan a ginnigo deoc’h evit ar wech kentañ ur pezh-c’hoari nevez skrivet ha leurennet gant Goulc’han Kervella : Mont a raio kuit.

Salles des fêtes de Saint-Rivoal - Sal ar gouelioù Sant-Riwal, Saint-Rivoal

Staj kanañ

Saturday 14 May 2022, 09:30

Staj kan-ha-diskan ha kan a-boz gant Ifig ha Nanda Troadeg.

Presbital Kozh, Landeleau

Tavarn ar vrezhonegerien e Karaez

Friday 13 May 2022, 19:00

Digor d'an holl dud a fell dezhe komz pe klevet brezhoneg gant ur banne ha boued-polikan. Aozet gant Emglev Bro Karaez.

Le Central Café - Ar C'hafe Kreiz, Carhaix-Plouguer

Dorioù digor skolioù publik Gourin

Friday 13 May 2022, 17:00

Deuit d'ober anaoudegezh gant hentad divyezhek brezhoneg-galleg ar skolioù-se !

Skolioù publik Gourin - Écoles publiques de Gourin, Gourin

Dorioù digor skol Diwan Karaez

6 and 7 May 2022

Deuit e darempred gant skipailh pedagogel ar skol e-pad an dorioù digor. War emgav hepken d'ar gwener 6.

Skol Diwan Karaez, Carhaix-Plouguer

Skignadenn an teulfilm Ar Maner Ruz

Friday 6 May 2022, 19:30

Teulfilm diwar-benn Trevare. Gant ar sevener, Gérard Uginet, Yann ar Boulañjer, Rener domani Trevare ha perzhidi ar film war al lec'h. E brezhoneg, istitlet e galleg.

Salle Ar Sterenn - Sal Ar Sterenn, Châteauneuf-du-Faou