Agenda

Download :

Kaozeadenn e brezhoneg e Rostrenn

Thursday 7 July 2022, 19:00

Yec'hed mat ! Setu an emgav miziek evit komz e brezhoneg en un davarn e bro Rostrenn. Simpl an traoù, komz diwar-benn a bep seurt traoù e brezhoneg en ur evañ ur bannac'h.

Pub Ti Devine's, Rostrenen

Abadenn kontañ kaoz e Gourin

Thursday 7 July 2022, 14:00

Emgav nevez bep yaou kentañ ar miz da 2e. Digor d'an dud a oar komz brezhoneg dija tamm-pe-damm. Temoù a bep seurt.

Médiathèque de Gourin - Mediaoueg Gourin, Gourin

Bec'h d'ar billig (pred krampouezh e brezhoneg) e Kastell ar Granneg (Landelo)

Friday 1 July 2022, 19:00

Fardañ krampouezh ha klakenniñ e brezhoneg.

Castel Grannec - Kastell ar Granneg, Landeleau

Marc'had Kinoualc'h gant sonerezh

Tuesday 28 June 2022, 17:00

Gant Erik Marchand & Youenn Lange ha Cause Kozh. Marc'had adalek 5e ha sonadegoù da 6e, e traoñ Kinoualc'h e Penn Kêr. Tavarnig ha boued. Aozet gant ar gevredigezh Barr Mae.

Kinoualc'h - Quinoualc'h, Berrien

Kaozeadenn e brezhoneg e Gwiskri

Friday 24 June 2022, 17:30

Aozet gant ar gevredigezh Ar Marc'h Du. Darvoud digor d'an holl evit komz e brezhoneg, diwar-benn un tem resis a-wechoù.

Gare de Guiscriff - Gar Gwiskri, Guiscriff

Sonadeg Troiad ar C'herdin

Sunday 19 June 2022, 17:00

Gant Klervi Rouyer ouzh an delenn ha Neven ar Penneg ouzh ar gitar.

Tavarn Tachenn-gampiñ Traoñienn ar Stêr-Iêr - Bar du Camping de la Vallée de l'Hyères, Carhaix-Plouguer

Dorioù digor ha kermes Skol Diwan Karaez

17 - 19 June 2022

Dorioù digor war emgav eus 9e da 6e d'ar 17/06. Abadenn gant Erwan Hemeury (kontadenn sonerezh e brezhoneg digor d'an holl) eus 10e da 12e d'an 18/06. Kermes eus 10e ha 5e d'an 19/07.

Skol Diwan Karaez, Carhaix-Plouguer

Fest-noz ba'n Dôme

Friday 17 June 2022, 21:00

Emgav e Koloreg Traezh e Bodlann evit ur fest-noz gant Kraas, Pinc/Le Normand, Ar C'horr/Ar C'heñtreg, Landeau/Taleg... Krampouezh war al lec'h. Aozet gant ar gevredigezh SAE (Sourded An Elez).

Bodlann Koloreg, Collorec

Yaou-flapiñ e brezhoneg e Rostrenn

Thursday 16 June 2022, 12:30

Degasit ho para pok-ha-pok ha deuit da gomz brezhoneg e-pad troc'h lein ba Ti Numerik, lec'h kenlabourat Rostrenn ! Nicolas ha Florie a vo laouen d'ober anaoudegezh ganeoc'h !

Ti Numerik (Rostrenn - Rostrenen), Rostrenen

Sonadeg kanet ha sonet

Sunday 12 June 2022, 16:00

Gant Christian Rivoalen, Korneg-Trebaol, Chalançon-Suignard-Bouliou ha Riou-Arlaux. Aozet gant ar gevredigezh Bazhvalan.

Sal ar gouelioù Lokeored - Salle des fêtes de Loqueffret, Loqueffret