Agenda

Download :

Termaji ar c'hoad (Kamp hañv e brezhoneg, 6-12 vloaz)

17 - 23 July 2022

Bevañ a raimp e-giz termajied e koad menez Are gant aezamantoù savadur Ti menez Are e-kichen. Aozet gant ar gevredigezh EPAL.

Ti Menez Are, Brasparts

Troioù-kaer e Menez Are (Kamp hañv e brezhoneg, 6-12 vloaz)

17 - 23 July 2022

Savet e vo kabanennoù koad er c’hoad ha bevañ a raimp avanturioù bras enno. Aozet gant ar gevredigezh EPAL.

Ti Menez Are, Brasparts

Tro-vale e brezhoneg er C'hastell-Nevez

Saturday 23 July 2022, 10:00

Deomp d'ober anaoudegezh gant Ar C'hastell-Nevez ! Kanol eus Naoned da Vrest, Pont ar Roue, skluz Boudrac'h... Ur bern lec'hioù ha gweloù kaer ha leun a istor !

Kastell-Nevez-ar-Faou - Châteauneuf-du-Faou, Châteauneuf-du-Faou

Stand brezhoneg e Gouel an Erer Kozh

15 - 17 July 2022

Deuit d'en em ditouriñ war ar brezhoneg. Un toullad abadennoù tañva d'ar brezhoneg a vo kaset ivez, peadra evit gellet goulenn ur bannac'h, goût da bet eur e tremen strollad-mañ-strollad...

Site de Kerampuilh - Lec'hienn Kerampuilh,

Yao ! Lañset omp ! (Kamp hañv e brezhoneg, 8-10 vloaz) KLOK

10 - 16 July 2022

Dont a rafes da foetañ bro war velo pell diouzh an otoioù trouzus ? Gwall blijet e vi neuze oc’h ober gwelloc’h anaoudegezh gant Breizh a-hed hentoù-houarn kozh. Aozet gant KLT.

An Uhelgoad - Huelgoat, Huelgoat

War ar prim (Kamp hañv e brezhoneg, 6-12 vloaz)

10 - 16 July 2022

E-pad ar c’hamp-mañ e vimp soubet e-barzh bed hud an teatr... Aozet gant ar gevredigezh EPAL.

Ti Menez Are, Brasparts

Termaji ar c'hoad (Kamp hañv e brezhoneg, 6-12 vloaz)

10 - 16 July 2022

Bevañ a raimp e-giz termajied e koad menez Are gant aezamantoù savadur Ti menez Are e-kichen. Aozet gant ar gevredigezh EPAL.

Ti Menez Are, Brasparts

Troioù-kaer e Menez Are (Kamp hañv e brezhoneg, 6-12 vloaz)

10 - 16 July 2022

Savet e vo kabanennoù koad er c’hoad ha bevañ a raimp avanturioù bras enno. Aozet gant ar gevredigezh EPAL.

Ti Menez Are, Brasparts

Meurzh-flapiñ e brezhoneg e Rostrenn

Tuesday 12 July 2022, 12:30

Degasit ho para pok-ha-pok ha deuit da gomz brezhoneg e-pad troc'h lein ba Ti Numerik, lec'h kenlabourat Rostrenn ! Nicolas ha Florie a vo laouen d'ober anaoudegezh ganeoc'h !

Ti Numerik (Rostrenn - Rostrenen), Rostrenen

Tavarn ar vrezhonegerien e Karaez

Friday 8 July 2022, 19:00

Digor d'an holl dud a fell dezhe komz pe klevet brezhoneg gant ur banne ha boued-polikan. Aozet gant Emglev Bro Karaez.

Tavarn Tachenn-gampiñ Traoñienn ar Stêr-Iêr - Bar du Camping de la Vallée de l'Hyères, Carhaix-Plouguer