Bec'h d'ar billig (pred krampouezh e brezhoneg) e Landelo
Friday 3 March 2023, 19:00
Fardañ krampouezh ha klakenniñ e brezhoneg.
Presbital Kozh, Landeleau
Kaozeadenn e brezhoneg gant JD Bourdonnay e Rostrenn
Thursday 2 March 2023, 19:00
Yec'hed mat ! Setu an emgav miziek evit komz e brezhoneg en un davarn e bro Rostrenn. Pedet eo er wech-mañ JD Bourdonnay, paotr ar gwenan ha kaner eus ar vro !
Pub Ti Devine's, Rostrenen
Damp da gaozeal ba Langoned
Wednesday 1 March 2023, 20:00
Evit komz e brezhoneg. Tem resis ebet. Pep hini a bae e evajoù. Evit ar vrezhonegerien hag an deskarded ampart.
Buro Butun, Langonnet
Derbi Naoned/Roazhon displeget e brezhoneg
Sunday 26 February 2023, 14:30
Evit lañsañ Mizvezh ar brezhoneg 2023 e vo displeget derbi tommañ Breizh etre Naoned ha Roazhon e brezhoneg !
Pôle culturel de Rostrenen - Pol sevenadurel Rostrenn, Rostrenen
Kaozeadenn e brezhoneg e Gwiskri
Friday 24 February 2023, 17:30
Aozet gant ar gevredigezh Ar Marc'h Du. Darvoud digor d'an holl evit komz e brezhoneg, diwar-benn un tem resis a-wechoù.
Gare de Guiscriff - Gar Gwiskri, Guiscriff
Emvod kelaouiñ stummadur war ar brezhoneg 6/9 miz gant Roudour
Wednesday 22 February 2023, 10:00
Roudour a aoz un emvod kelaouiñ e Karaez evit kinnig e stummadur war ar brezhoneg 6/9 miz.
Ti ar Vro Karaez, Carhaix-Plouguer
Fest-noz Pilhoù
Saturday 18 February 2023, 19:30
Fest-noz treuzwisket
Salle des fetes de Peumerit Quintin, Peumerit-Quintin
Atalier sevel panerioù
Saturday 18 February 2023, 10:00
Deuit da zeskiñ sevel ur baner gant Isabelle Caignard, kantierez eus Karnoed.
Presbital Kozh, Landeleau
Abadenn kontañ kaoz e Gourin
Wednesday 15 February 2023, 14:00
Digor d'an dud a oar komz brezhoneg dija tamm-pe-damm. Un tem disheñvel bep miz.
Médiathèque de Gourin - Mediaoueg Gourin, Gourin
Fest-noz skol bublik Rostrenn
Saturday 11 February 2023, 18:00
Adalek 6 eur, abadenn gant ar skolidi ha fest-noz da-heul. Krampouezh war al lec'h. Aozet gant Div Yezh Rostrenn ha kevredigezh tud ar vugale skol bublik Rostrenn.
Salle des fêtes de Rostrenen - Sal ar gouelioù Rostrenn, Rostrenen
