Agenda

Download :

Kan ar Bobl e Rostrenn

Friday 17 March 2023, 13:30

Evit Treger ha Kerne Uhel. Kenstrivadeg evit meur a rummad : skolioù, kan a boz ha kontadennoù, kan da zañsal, daouad, e-unan ha strolladoù (sonerezh).

Salle des fêtes de Rostrenen - Sal ar gouelioù Rostrenn, Rostrenen

Nozvezh c'hoarioù e brezhoneg

Thursday 16 March 2023, 19:00

Degasit ho c'hoarioù muiañ karet evit un nozvezh divyezhek plijus e-tal an tan.

Pub Ti Devine's, Rostrenen

Abadenn kontañ kaoz e Gourin

Wednesday 15 March 2023, 14:00

Digor d'an dud a oar komz brezhoneg dija tamm-pe-damm. Un tem disheñvel bep miz.

Médiathèque de Gourin - Mediaoueg Gourin, Gourin

Film evit ar vugale "Bleizi droch ha bleizi dous" en Uhelgoad

Tuesday 14 March 2023, 10:00

Ur programm gant 6 film berr e brezhoneg evit ar vugale adalek 3 bloaz.

Arthus Ciné - Artuz Sine, Huelgoat

Kaozeadenn : Treuzkas brezhoneg er familhoù

Friday 10 March 2023, 19:00

Kaozeadenn e brezhoneg, a c'heller treiñ war-eeun e galleg, gant Katell Chantreau, soutenet ganti un dezenn doktorelezh war an treuzkas brezhoneg er familhoù e 2022.

Ti ar Vro Karaez, Carhaix-Plouguer

Forom an Heñchañ Diwan

Monday 6 March 2023, 13:30

Emgav evit kinnig micherioù a bep seurt e brezhoneg da skolajidi 3de klas rouedad Diwan, kinniget gant tud e brezhoneg.

Leurenn Glenmor - Espace Glenmor, Carhaix-Plouguer

Fest-deiz Divaskell Bro Fisel

Sunday 5 March 2023, 14:30

Evit harpañ Divaskell Bro Fisel, kevredigezh tud ar vugale hentad divyezhek skolioù katolik Rostrenn, Groñvel ha Mêl-Karaez.

Salle des fêtes de Saint-Michel - Sal ar gouelioù Mikêl,

Gouel Sant Dewi e Plouie

Friday 3 March 2023, 19:00

Nozvezh Breizh/Kembre evit lidañ Dewi, sant patron Kembre ! Pred gant ur ragoud mod Kembre ha sonerezh gant arzourien eus Breizh hag eus Kembre.

Tavarn Ti Elise - Bar Ty Elise, Plouyé

Konterezh e Bro Fañch (KLOK)

Friday 3 March 2023, 20:00

Kontadennoù dastumet gant Yann-Fañch Kemener ha lâret deoc'h gant Marc-Antoine Ollivier, Liliane Thoraval, Armelle Lucas, Mathieu André ha Dominique Jouve. Soubenn-onion ha gwin tomm.

Abati Koad Malouen - Abbaye de Koad Malouen, Kerpert

Tavarn vrezhonek

Friday 3 March 2023, 19:00

Emgav zo roet deoc'h e kalon Menez Are evit an eil tavarn vrezhonek !

Herberc'h ar Menez - Auberge du Menez, Saint-Rivoal