Atalier kan gant Cédric Binet ha Maxime Crahé
Saturday 6 April 2024, 09:30
Deuit da bleustriñ war ganennoù Bro Gwened gant daou ezel eus ar strollad Kanerhog ! Deskiñ ur ganaouenn ha mont da ganañ anezhi war marc'had Karaez e fin an atalier !
Ti ar Vro Karaez, Carhaix-Plouguer
Bec'h d'ar billig (pred krampouezh e brezhoneg) e Landelo
Friday 5 April 2024, 19:00
Fardañ krampouezh ha klakenniñ e brezhoneg.
Presbital Kozh, Landeleau
Kaozeadenn e Kore
Thursday 4 April 2024, 17:00
Atalier evit komz e brezhoneg, digor d'an holl liveoù, gant un tem disheñvel bep tro.
Mediaoueg Porzh Kloz Kore - Médiathèque Pors Clos de Coray, Coray
Damp da gaozeal ba Langoned
Wednesday 3 April 2024, 20:00
Evit komz e brezhoneg. Tem resis ebet. Pep hini a bae e evajoù. Evit ar vrezhonegerien hag an deskarded ampart.
La Grande Boutique - Ar Stal Vras, Langonnet
Amzer-Nevez ar C'hastell-Nevez 2024
Sunday 31 March 2024, 12:00
Fest-deiz ha noz. Abadenn evit ar vugale. Dibunadeg sonerezh. Sonadegoù hengounel. Sonerezh Iwerzhon. Boued war al lec'h.
Salle Ar Sterenn - Sal Ar Sterenn, Châteauneuf-du-Faou
Atalier sevel panerioù
Sunday 31 March 2024, 10:00
Deuit da zeskiñ sevel ur baner gant Isabelle Caignard, kantierez eus Karnoed.
Le Grand Manger, Le Faouët
Kan ar Bobl e Rostrenn
Friday 29 March 2024, 13:30
Evit Treger ha Kerne Uhel. Kenstrivadeg evit meur a rummad : skolioù, kan a boz ha kontadennoù, kan da zañsal, daouad, e-unan ha strolladoù (sonerezh).
Salle des fêtes de Rostrenen - Sal ar gouelioù Rostrenn, Rostrenen
Kaozeadenn e brezhoneg e Gwiskri
Friday 29 March 2024, 17:30
Aozet gant ar gevredigezh Ar Marc'h Du. Darvoud digor d'an holl evit komz e brezhoneg, diwar-benn un tem resis a-wechoù.
Gare de Guiscriff - Gar Gwiskri, Guiscriff
Film evit ar vugale "Pachamama" e Karaez
Thursday 28 March 2024, 10:00
Film-bevaat e brezhoneg evit ar vugale adalek 7 vloaz.
Cinéma Le Grand Bleu - Sinema Ar Gazeg C'hlas, Carhaix-Plouguer
Nozvezh e brezhoneg e Rostrenn
Wednesday 27 March 2024, 18:30
Nozvezh ispisial en Ti Devine's : kaozeadenn gant Riwanon an Habask da 6e30 hag abadenn sonerezh Breizh da 8e. Dav e vo goulenn e brezhoneg evit kaout ur bannac'h !
Pub Ti Devine's, Rostrenen
