Kaozeadenn e brezhoneg e Rostrenn
Wednesday 24 April 2024, 18:30
Yec'hed mat ! Setu an emgav miziek evit komz e brezhoneg en un davarn e bro Rostrenn. Simpl an traoù, komz diwar-benn a bep seurt traoù e brezhoneg en ur evañ ur bannac'h.
Pub Ti Devine's, Rostrenen
Gouel 40 vloaz an Ubapar
Saturday 20 April 2024, 14:00
Deuit da lidañ 40 vloaz an aozadur rannvroel ! Gant abadennoù, ul leurenn digor, un arvest hag ur fest-noz !
Salle des fêtes de Rostrenen - Sal ar gouelioù Rostrenn, Rostrenen
Fest-noz e Landelo
Saturday 13 April 2024, 21:00
Gant : Bourdonnay/Le Panse, Re an Are, Tréguier/Perret, Puillandre/Stervinou, Verveur/Kere, Talec/Landeau, Franck ha Fernand. Aozet gant Oaled Landelo.
Bourg de Landeleau - Bourk Landelo, Landeleau
Abadenn divyezhek evit ar vugale
Saturday 13 April 2024, 16:00
"Ar boufoun hag an ozhac'h" gant An Daou Dangi (Tangi Merien ha Tangi Le Gall-Carré). Merenn vihan goude an abadenn. Digor eo d'an holl. Aozet gant Div Yezh Langoned.
Médiathèque de Langonnet - Mediaoueg Langoned, Langonnet
Staj kan-ha-diskan
Saturday 13 April 2024, 10:00
Staj kan-ha-diskan gant JD Bourdonnay.
Presbital Kozh, Landeleau
Nozvezh e brezhoneg e Karaez
Friday 12 April 2024, 18:00
Adalek 6 e : c'hoarioù stroll, adalek 7e30 : digor-kalon profet hag adalek 8e : koan (degasit boued da rannañ). Un nozvezh e brezhoneg penn-da-benn aozet gant Emglev Bro Karaez ha Raok.
Ti ar Vro Karaez, Carhaix-Plouguer
Kig-ha-farz da gas d'ar gêr gant Skol Diwan Karaez
Friday 12 April 2024, 16:30
Kinnig a ra Skol Diwan Karaez ur C'hig-ha-Farz lipous da zegas ganeoc'h, fardet gant "Les Fumets de l'Arrée". Sevel a ra an dour d'hor begoù dija. Arabat kaout aon : bez e vo evit kement hini !
Skol Diwan Karaez, Carhaix-Plouguer
Abadenn kontañ kaoz
Thursday 11 April 2024, 14:00
Kaozeadenn
Médiathèque-ludothèque de Gourin, Gourin
Kan ar Bobl e Brasparzh
Sunday 7 April 2024, 14:00
Evit Menez Are. Kenstrivadeg evit ar skolioù, kan ha sonerezh da selaou (da 2e) ha kan ha sonerezh da zañsal (da 4e) ha fest-deiz.
Salle des fêtes de Brasparts - Sal ar gouelioù Brasparzh, Brasparts
Fest-deiz Divaskell Bro Fisel
Sunday 7 April 2024, 14:30
Evit harpañ Divaskell Bro Fisel, kevredigezh tud ar vugale hentad divyezhek skolioù katolik Rostrenn, Groñvel ha Mêl-Karaez.
Salle des fêtes de Saint-Michel - Sal ar gouelioù Mikêl,
