[RAOK AN HAÑV] Atalier kan gant Véronique Bourjot
Saturday 1 June 2024, 09:30
Deuit da bleustriñ war ganennoù a Vro-Gwened gant Véronique Bourjot ! Deskiñ ur ganaouenn ha mont da ganañ anezhi war marc'had Karaez e fin an atalier !
Ti ar Vro Karaez, Carhaix-Plouguer
[RAOK AN HAÑV] Chakod deiz & noz à Carhaix
Friday 31 May 2024, 10:00
Filmoù chakod zo ur gentrivadeg filmoù berr, e brezhoneg hag istitlet e galleg, An abadenn vras Chakod deiz ha noz a vez lakaet e-plas evit ar wech kentañ e Kreiz-Breizh, e Karaez.
Cinéma Le Grand Bleu - Sinema Ar Gazeg C'hlas, Carhaix-Plouguer
[RAOK AN HAÑV] Kaozeadenn e brezhoneg e Gwiskri
Friday 31 May 2024, 17:30
Aozet gant ar gevredigezh Ar Marc'h Du. Darvoud digor d'an holl evit komz e brezhoneg, diwar-benn un tem resis a-wechoù.
Gare de Guiscriff - Gar Gwiskri, Guiscriff
[RAOK AN HAÑV] Abadenn NES? gant Rozenn Taleg
Sunday 26 May 2024, 17:00
Abadenn diwar-benn ar varzhez eus Bonen e Rostrenn Filomena Kadored (1892-1923), gant Rozenn Taleg er c’han ha Clairerose Barbier gant ar piano hag evit kompoziñ an tonioù.
Salle Lein Roc'h - Sal Lein Roc'h, Kergrist-Moëlou
[RAOK AN HAÑV] Tro Lipous e Karaez
Sunday 26 May 2024, 11:00
Pevare gwech ar bloaz-mañ, e vo eus Tro Lipous Skol Diwan Karaez. Ar bennsturienn ? Dizoleiñ gwenodennoù hag hentoù don Karaez, en ur vlazata ur pred lipous a-hed an hentad. Meur a souezhadenn a vo !
Site de Kerampuilh - Lec'hienn Kerampuilh,
[RAOK AN HAÑV] Sinema : "Ar vreudeur Bloom" e Gourin
Sunday 26 May 2024, 14:00
Ar Vreudeur Bloom, titl orin : The Bloom Brothers. Film e brezhoneg, istitlet e galleg. Abadenn kinniget gant Bod Kelenn ha sinema Janed Ark Gourin.
Cinéma Jeanne d'Arc - Sinema Jeanne d'Arc, Gourin
[RAOK AN HAÑV] Baleadenn natur e Melioneg
Sunday 26 May 2024, 14:00
Da geñver Gouel an Natur, deuit da gemer perzh en ur valeadenn divyezhek diwar-benn al loened hag ar plant, digor d’an holl, e ekodomani Koed Barz.
Eko-Domani Koed ar Barzh - Eco-Domaine Le Bois du Barde, Mellionnec
[RAOK AN HAÑV] Baleadenn diwar-benn kan al laboused ha krennlavarioù e brezhoneg
Sunday 26 May 2024, 10:00
An Ti Glas ha mediaoueg-kêr Lannejenn a ginnig deoc’h ur valeadenn 3-4 km evit selaou kan al laboused, hag ober anaoudegezh gant krennlavarioù e brezhoneg.
Médiathèque de Lanvénégen - Mediaoueg Lannejenn, Lanvénégen
[RAOK AN HAÑV] Pourmenadenn e Sant-Hern
Saturday 25 May 2024, 10:30
Baleadenn sonerezh ha divyezhek o loc'hañ eus ar bourk, gant displegadennoù war an anvioù-lec'h. Ha pred rannet war-lerc'h adalek 12e30.
Koc'hu Sant-Hern - Les Halles de Saint-Hernin, Saint-Hernin
Dijuniñ e Gourin
Friday 24 May 2024, 06:30
Stand adalek 6e45 plasenn an ti-kêr, ha goude emgav adalek 7e e-tal ar porzh gwalc'hiñ, straed Karaez, evit redek holl asambles. Dijuniñ profet war-lerc'h gant Div Yezh Gourin
Plasenn an Ti-kêr - Place de la Mairie, Gourin
