Agenda

Download :

[RAOK AN HAÑV] Prezegenn diwar-benn Palestina

Tuesday 11 June 2024, 20:30

Kinniget testennoù ha skeudennoù deus Palestina gant Jeannot Flageul, Annnick Rivoal ha Gégé Gwenn. Hag e vo eskemmet diwar-benn ar goulenn : ur stad evit ar balestinianiz ?

Mediaoueg Rostrenn - Médiathèque de Rostrenen, Rostrenen

[RAOK AN HAÑV] Gouel ar Menez e Speied

Sunday 9 June 2024, 10:00

Ur programm pinvidik gant ur genstrivadeg sonerien, fest deiz ha noz, abadenn dañs, tournamant gouren… Nevez ! Ur c’hoñkour “tonioù-bale ar c’hourenerien” a vo kinniget evit ar wech kentañ !

Speied - Spézet, Spézet

[RAOK AN HAÑV] Fest-noz ar C'harter e Sant-Riwal

Saturday 8 June 2024, 20:30

Gant sonerien ha kanerien. Emgav e Penn ar Gwaremmoù (Penn ar Gwaremi), war hent Montroulez e Sant-Riwal. Fest-noz aozet abaoe 1997.

Penn ar Gwaremmoù - Penn ar Gwaremi, Saint-Rivoal

[RAOK AN HAÑV] Kan ba'r Bistro e Speied

Saturday 8 June 2024, 21:00

Emgav er pub An Síbín ! An holl a c'hall kemer perzh evit kanañ, hag evit selaou hepken ivez !

An Síbín, Spézet

[RAOK AN HAÑV] Nozvezh kontadennoù er Faoued

Saturday 8 June 2024, 21:00

Deuit da selaou pe da ginnig kontadennoù e brezhoneg e-kerzh ur veilhadeg plijus ! Digor d’an holl. Aozet gant Le Grand Manger.

Le Grand Manger, Le Faouët

Staj Kan ba'n dañs e Sant-Riwal

15 October 2022 - 8 June 2024

Deuit da zeskiñ kanañ en ur zañsal, pe dañsal en ur ganañ gant Axel Landeau !

Sal al Lidoù, Sant-Riwal

[RAOK AN HAÑV] Livadenn-stroll e Rostrenn

Saturday 8 June 2024, 09:00

Adlivet e vo "Moger ar Redadeg" e kreiz-kêr Rostrenn gant ar strollad "Street Art Sans Frontières". Pedet eo an dud da zont da skrivañ gerioù e brezhoneg outi.

Moger ar Redadeg - Mur de la Redadeg, Rostrenen

[RAOK AN HAÑV] C'hoari achap e Karaez

Saturday 8 June 2024, 10:00

C'hoari-achap Ar Gabanenn e Karaez, war park-kirri ar milendall (traoñienn ar Stêr-Iêr) adalek 10e. Etre kreisteiz ha 5e e vo posupl piknikañ, flapañ, c'hoari, c'hoarzhin... asambles, e brezhoneg !

Vallée de L'Hyères - Traoñienn ar Stêr-Iêr, Carhaix-Plouguer

[RAOK AN HAÑV] Dorioù digor Skol Diwan Karaez

7 and 8 June 2024

Dorioù digor war an amzer skol war emgav eus 9e da 6e d'ar gwener 07/06. Gweladenn ar skol hag abadenn gant an arzourez-treserez Anna Duval-Guennoc d'ar sadorn 08/06 eus 10e da 12e.

Skol Diwan Karaez, Carhaix-Plouguer

[RAOK AN HAÑV] Sonadeg Amelik

Friday 7 June 2024, 20:30

Amelik a ginnig deomp ur veaj etre ar brezhoneg dre ar c'han ha sonioù ar Reter gant an oud. Un aergelc'h denel a zo gant he sonerezh, evel mont e-barzh ur bedig prevez.

Presbital Kozh, Landeleau