Tavarn ar vrezhonegerien e Karaez
Friday 13 December 2024, 19:00
Digor d'an holl dud a fell dezhe komz pe klevet brezhoneg gant ur banne ha boued-polikan. Aozet gant Emglev Bro Karaez ha Raok.
Le Central Café - Ar C'hafe Kreiz, Carhaix-Plouguer
Klub # Noz : Nusch ha Toufigkh
Thursday 12 December 2024, 20:00
Sonadeg gant muzik war ar prim gant deskidi skol sonerezh ar Poc'hêr ambrouget gant ar gelennerez Estelle Walter hag an arzourien Nusch Werchowska (piano) hag Ifig Flatrès (kaner awen hengounel).
Leurenn Glenmor - Espace Glenmor, Carhaix-Plouguer
Gwerzh a-vras Keit Vimp Bev
7 and 8 December 2024
Nedeleg ha gouelioù fin ar bloaz a zo o tostaat. Deuit da brenañ levrioù hep bezañ rivinet ! Levrioù da 1€, levrioù kollektor, levrioù nevez-flamm, c'hoarioù... Hag ul levr profet d'an holl !
Keit Vimp Bev, Laz
Fest'Hivernales e Karaez
7 and 8 December 2024
An darvoud-mañ a vod evit ar wech kentañ ar saloñs Biolojik ha marc'had Nedeleg, douget gant kuzul-skoazell skol Diwan Karaez.
Leurenn Glenmor - Espace Glenmor, Carhaix-Plouguer
Fest-noz Men' Ar'
Saturday 7 December 2024, 21:00
Gant sonerien ha kanerien eus ar vro.
Salles des fêtes de Saint-Rivoal - Sal ar gouelioù Sant-Riwal, Saint-Rivoal
Atalier kan : Kanaouennoù Nedeleg
Saturday 7 December 2024, 09:30
Atalier kan diwezhañ 2024 a vo kaset gant Ifig Flatrès ! Desket e vo kanaouennoù Nedeleg, kanoù ar bloaz nevez ha lod all c'hoazh da ganañ ouzh taol !
Ti ar Vro Karaez, Carhaix-Plouguer
Bec'h d'ar billig (pred krampouezh e brezhoneg) e Landelo
Friday 6 December 2024, 19:00
Fardañ krampouezh ha klakenniñ e brezhoneg. Kanet e vo ivez peogwir e vo un atalier kan gant Axel Landeau ha Jean-Claude Taleg.
Presbital Kozh, Landeleau
Kaozeadenn e Kore
Thursday 5 December 2024, 17:00
Atalier evit komz e brezhoneg, digor d'an holl liveoù, gant un tem disheñvel bep tro.
Mediaoueg Porzh Kloz Kore - Médiathèque Pors Clos de Coray, Coray
Abadenn kontañ kaoz
Thursday 5 December 2024, 14:00
Kaozeadenn
Médiathèque-ludothèque de Gourin, Gourin
Damp da gaozeal ba Langoned
Wednesday 4 December 2024, 20:00
Evit komz e brezhoneg. Tem resis ebet. Pep hini a bae e evajoù. Evit ar vrezhonegerien hag an deskarded ampart.
La Grande Boutique - Ar Stal Vras, Langonnet
