Agenda

Download :

Fest ar soubenn e Landelo

Saturday 1 February, 19:00

Kenstrivadeg soubenn. Degasit 2 pe 3 litrad soubenn. Lodoù evit ar gwellañ soubenn.

Presbital Kozh, Landeleau

Staj kantennerezh

18 January and 1 February

2 benn-devezh gant Isabelle Caignard, kantierez eus Karnoed, evit deskiñ ober paneroù aozilh e brezhoneg. Digor eo an abadenn d'an holl (troet e vo e galleg ma vez ezhomm).

Presbital Kozh, Landeleau

Atalier "kan war ar marc'had" gant Ifig Flatrès

Saturday 1 February, 09:30

Deskiñ kanaouennoù gant Ifig Flatrès ha kanet e vo anezhi war marc'had Karaez e fin an atalier !

Ti ar Vro Karaez, Carhaix-Plouguer

Kaozeadenn e brezhoneg e Gwiskri

Friday 31 January, 17:30

Aozet gant ar gevredigezh Ar Marc'h Du. Darvoud digor d'an holl evit komz e brezhoneg, diwar-benn un tem resis a-wechoù.

Gare de Guiscriff - Gar Gwiskri, Guiscriff

Nozvezh c'hoarioù e brezhoneg

Wednesday 29 January, 18:00

Degasit ho c'hoarioù muiañ karet evit un nozvezh divyezhek plijus ! Digor d'an holl, ar re n'ouzont ket ar yezh (c'hoazh) zoken.

Pub Ti Devine's, Rostrenen

Diskouezadeg e Skrigneg

25 - 27 January

Ar gevredigezh Gwechall Gozh Skrigneg ha Raok a ginnig an diskouezadeg diwar-benn ar bladenn vinyle e Breizh.

Sal liezimplij Skrigneg - Salle polyvalente de Scrignac, Scrignac

Staj kan ha diskan e Skrigneg

Saturday 25 January, 09:30

Ar gevredigezh Gwechall Gozh Skrigneg ha Raok a ginnig ur staj kan ha diskan diwar-benn gavotenn Skrigneg (stil, lusk...), kaset gant Marie-Laurence-Fusteg ha Brigitte ar C'horr.

Sal liezimplij Skrigneg - Salle polyvalente de Scrignac, Scrignac

Sonadeg Amzer Report

Sunday 19 January, 17:00

Sonadeg ar strollad nevez Amzer Report gant Sylvie Rivoalen hag Ifig Flatrès gant ar c'han, Pierrick Tardivel gant ar gourrebed ha gitar boud hag Alain Léon gant ar gitar ha laouto.

Le Bistrot de Louisa, Guémené-sur-Scorff

Kafe ar bloaz nevez

Sunday 19 January, 14:30

Bodañ an dud evit hetiñ ar bloaz nevez ha tremen ur mare plijus gant kanaouennoù, tonioù muzik pe c'hoazh kontadennoù.

Bara Mel, Maël-Pestivien

Atalier kan "digor" gant Ifig Flatrès

Tuesday 14 January, 18:30

Atalier kan digor gant Ifig Flatrès evit ambroug ar ganerien ha kanerezed diwar o c'hoantoù hag o ezhommoù. Bep eil (pe trede) meurzh ar miz etre 6e30 hag 8e30.

Ti ar Vro Karaez, Carhaix-Plouguer