Agenda

Dorioù digor skol Diwan Karaez ha sonadeg evit ar vugale

25 May 2019 | 9h00 - 12h30

24 and 25 May 2019

Ober anaoudegezh gant ar skol, sonadeg evit ar vugale gant an daouad Kat ha Fred, atalieroù e brezhoneg evit ar vugale (hag o zud)...

Dorioù digor skol Diwan Karaez ha sonadeg evit ar vugale
  • May 2019
    • Friday 24 9h00 - 18h30
    • Saturday 25 9h00 - 12h30

Dorioù digor Skol diwan Karaez d'ar 24 ha 25 a viz Mae!

Gwener 24 : 9e-6e30 : ober anaoudegezh gant ar c'hlasoù e-kerzh an devezh-skol gant ar skolidi hag ar skipailh pedagogel.

Sadorn 25 : 9e-12e30 : atalerioù e brezhoneg evit ar vugale (hag o zud) kinniget gant ar skolaerien (labour dorn, c'hoarioù war ar porzh, krampouezh), Kafe komer kinniget gant tud ar vugale.

Arabat c'hwitañ warnañ!! Sadorn da 11e : Sonadeg evit ar vugale, evit mann ha digor d'an holl, kinniget gant an daouad Kat ha Fred. Kanaouennoù ha rimostelloù evit ar vugale e 4 yezh (brezhoneg, kembraeg, saozneg ha galleg) gant sonioù jazz ha Brazil ur gitar.

War al lec'h : kafe, gwastell.

D'ar sadorn 18 a viz Mae e vo ivez tud bugale skol Diwan Karaez war marc'had Karaez. Ur stand gant chug avaloù ha gwastell a zalc'hint.