Agenda

Download :

Gweladenn heñchet e brezhoneg diwar-benn istor bouc'hal levn Plusulian

Sunday 1 August 2021, 14:00

Gweladennet e vo da zigentañ mirdi an arkeologiezh ha war-lerc'h e vo baleet tro-dro da vengleuz Kelfeneg. An digarez d'ober anaoudegezh e brezhoneg gant istor bouc'hal levn Kelfeneg.

Maison de l'Archéologie - Ti an Arkeologiezh, Plussulien

Ar poneed dindan ar gwez avaloù (Kamp hañv e brezhoneg, 6-12 vloaz)

25 - 31 July 2021

Deus da vevañ ar vakañsoù e-giz ur gwir trapeur, e-barzh un ti-feurm bio : gant privezioù sec’h ha skrinkerezoù heol. Aozet gant Koed Barz.

Eko-Domani Koed ar Barzh - Eco-Domaine Le Bois du Barde, Mellionnec

Sonadeg gant Lann Pendavat e Sant-Inan

Tuesday 27 July 2021, 18:00

Evit dibenn furchadegoù arkeologel Motenn Morvan, sonadeg gant daou arzour eus ar vro Yann-Ewen L'Haridon hag Elouan Le Sauze.

Motenn Morvan, Saint-Aignan

Klaskerien loened (Kamp hañv e brezhoneg, 6-10 vloaz) NULLET

18 - 24 July 2021

Deus d’ober anaoudegezh gant loened ha plant gouez menez Are. Aozet gant ar gevredigezh EPAL.

Ti Menez Are, Brasparts

Termaji ar c'hoad (Kamp hañv e brezhoneg, 6-10 vloaz) NULLET

18 - 24 July 2021

Bevañ a raimp e-giz termajied e koad menez Are gant aezamantoù savadur Ti menez Are e-kichen. Aozet gant ar gevredigezh EPAL.

Ti Menez Are, Brasparts

Troioù-kaer e Menez Are (Kamp hañv e brezhoneg, 6-10 vloaz) NULLET

18 - 24 July 2021

Savet e vo kabanennoù koad er c’hoad ha bevañ a raimp avanturioù bras enno. Aozet gant ar gevredigezh EPAL.

Ti Menez Are, Brasparts

Sonadegoù gant kanaouennoù deus Kreiz-Breizh e Landelo

Sunday 18 July 2021, 18:00

Gant an triad Rozenn Taleg / Axel Landeau / Glenn ar Merdi hag an daouad Lann Pendavat (Elouan ar Saoz ha Yann-Ewen L'Haridon). Aozet gant Oaled Landelo hag ar gevredigezh Landeleau Initiatives.

Eglise Saint Thélo - Iliz Sant Telo, Landeleau

Sonadegoù gant kanaouennoù deus Kreiz-Breizh e Boneur

Sunday 18 July 2021, 16:15

Gant an triad Rozenn Taleg / Axel Landeau / Glenn ar Merdi. Aozet gant Yeun Iliz.

Eglise de Botmeur - Iliz Boneur, Botmeur

Yao ! Lañset omp ! (Kamp hañv e brezhoneg, 8-10 vloaz)

11 - 17 July 2021

Dont a rafes da foetañ bro war velo pell diouzh an otoioù trouzus ? Gwall blijet e vi neuze oc’h ober gwelloc’h anaoudegezh gant Breizh a-hed hentoù-houarn kozh. Aozet gant KLT.

An Uhelgoad - Huelgoat, Huelgoat

Dañs gant korriganed (Kamp hañv e brezhoneg, 6-10 vloaz)

11 - 17 July 2021

Ober a raimp anaoudegezh gant marvailhoù hag mojennoù menez Are e-kerzh ar c’hamp. Aozet gant ar gevredigezh EPAL.

Ti Menez Are, Brasparts