Skignadenn "Me zo ganet e-kreiz ar mor"
Tuesday 16 November 2021, 20:30
Teulfilm sevenet gant Emmanuel Roy. E brezhoneg istitlet e galleg. Kaozeadenn gant tud eus skipailh ar film da-heul ar skignadenn.
Ciné Breizh, Rostrenen
Beilhadeg e Gouezeg
Sunday 14 November 2021, 15:00
Gant konterien ha kanerien ar vro. Kafe ha gwastell. Aozet gant skipailh "Sevenadur evit an holl" "Tylenn".
Sal / Salle Karreg an Tan, Gouézec
Fest en dé - Pladenn nevez Bro Pourlet
Saturday 13 November 2021, 15:00
Fest-deiz vras evit pladenn nevez Dastum diwar-benn bro Pourlet gant kanerion ha sonerion. Aozet gant ar gevredigezh Du-mañ, du-se / Par-ci, par-là.
Sal ar gouelioù ar C'hroesti - Salles des fêtes du Croisty, Le Croisty
Tavarn ar vrezhonegerien e Karaez
Friday 12 November 2021, 19:00
Digor d'an holl dud a fell dezhe komz pe klevet brezhoneg gant ur banne ha boued-polikan. Aozet gant Emglev Bro Karaez.
Le Central Café - Ar C'hafe Kreiz, Carhaix-Plouguer
Saloñs Biolojik e Karaez
6 and 7 November 2021
Produerien, artizaned eus ar vro, gwinierien, prezegennoù, abadennoù sonerezh, boued war al lec'h...
Leurenn Glenmor - Espace Glenmor, Carhaix-Plouguer
Dibenn-sizhun evit ar familhoù hag an dud deuet
5 - 7 November 2021
Pal ar staj eo sikour ar familhoù da gaozeal brezhoneg etreze : ar vugale, ar vugaligoù hag o zud.
Ti Menez Are, Brasparts
Bec'h d'ar billig (pred krampouezh e brezhoneg) e Landelo
Friday 5 November 2021, 19:00
Fardañ krampouezh ha klakenniñ e brezhoneg.
Presbital Kozh, Landeleau
Cow-boy ba'n ti feurm (Kamp e brezhoneg, 7-13 vloaz)
2 - 5 November 2021
Faotañ a ra deoc’h bevañ e-mesk al loened hag e-kreiz an natur ? Deuit ganeomp neuze ! Aozet gant Ar feurm e Tremargad.
Ar feurm e Tremargad - La ferme à Trémargat,
Kaozeadenn e brezhoneg e Rostrenn
Thursday 4 November 2021, 19:00
Yec'hed mat ! Setu an emgav miziek nevez evit komz e brezhoneg en un davarn e bro Rostrenn. Simpl an traoù, komz diwar-benn a bep seurt traoù e brezhoneg en ur evañ ur bannac'h.
Pub Ti Devine's, Rostrenen
Damp da gaozeal ba Langoned
Wednesday 3 November 2021, 20:00
Evit komz e brezhoneg. Tem resis ebet. Pep hini a bae e evajoù. Evit ar vrezhonegerien hag an deskarded ampart.
La Grande Boutique - Ar Stal Vras, Langonnet
