Damp da gaozeal ba Langoned
Wednesday 7 December 2022, 20:00
Evit komz e brezhoneg. Tem resis ebet. Pep hini a bae e evajoù. Evit ar vrezhonegerien hag an deskarded ampart.
La Grande Boutique - Ar Stal Vras, Langonnet
Nedeleg ar ganerien
Wednesday 7 December 2022, 18:00
Aozet gant Arz 'n Diharz/Skol muzik dañs ha teatr Kreiz-Breizh ha Kelc'h Ketiek Rostrenn.
Salle de Kerodin (Plouguernével) - Sal Kerodin (Plougernevel),
Marc'had Nedeleg e Karaez
Sunday 4 December 2022, 09:00
Aozet gant skol Diwan Karaez.
Les Halles de Carhaix - Koc'hu Karaez, Carhaix-Plouguer
Abadenn kontadennoù e Landelo
Sunday 4 December 2022, 14:00
Deuit da selaou pe da ginnig kontadennoù e brezhoneg ! Digor d'an holl, pep hini a ro ar pezh a gar evit mont tre. Un davarnig a vo war al lec'h ivez.
Presbital Kozh, Landeleau
Fest-noz ar C'hoñf'
Saturday 3 December 2022, 21:00
Fest-noz aozet gant Kengevread ar Beizanted ha Peizantezed Aodoù-an-Arvor.
Salle des fêtes de Lanrivain - Sal ar gouelioù Larruen, Lanrivain
Fest-noz Men' Ar'
Saturday 3 December 2022, 21:00
Gant sonerien ha kanerien eus ar vro.
Salles des fêtes de Saint-Rivoal - Sal ar gouelioù Sant-Riwal, Saint-Rivoal
Bec'h d'ar billig (pred krampouezh e brezhoneg) e Landelo
Friday 2 December 2022, 19:00
Fardañ krampouezh ha klakenniñ e brezhoneg.
Presbital Kozh, Landeleau
Kaozeadenn e brezhoneg e Rostrenn
Thursday 1 December 2022, 19:00
Yec'hed mat ! Setu an emgav miziek evit komz e brezhoneg en un davarn e bro Rostrenn. Simpl an traoù, komz diwar-benn a bep seurt traoù e brezhoneg en ur evañ ur bannac'h.
Pub Ti Devine's, Rostrenen
Abadenn kontañ kaoz e Gourin
Thursday 1 December 2022, 14:00
Digor d'an dud a oar komz brezhoneg dija tamm-pe-damm. Er wech-mañ e vo savet deiziadur an Azvent e brezhoneg. Skritellet e vo en ti war-lerc’h.
Médiathèque de Gourin - Mediaoueg Gourin, Gourin
Emvod foran evit digoradur un hentad divyezhek e Speied
Tuesday 29 November 2022, 18:30
Emvod kelaouiñ diwar-benn ar raktres digeriñ un hentad divyezhek brezhoneg-galleg e skol bublik Speied. Titouroù ha ragenskrivadurioù evit skolidi Speied ha tro-dro.
Salle des fêtes de Spézet - Sal ar gouelioù Speied, Spézet
