Agenda

Download :

Fest-noz e Landelo

Saturday 15 April 2023, 21:00

Gant :Baron/Constantien, Daouad Rigal/Cheul, Fernand ha Franck, Nerin hag Anna, Re an Are, Talec/Suignard, Treguier/Mirail ha Yann, Loeiz ha Gwennan. Aozet gant Oaled Landelo.

Bourg de Landeleau - Bourk Landelo, Landeleau

Staj sevel pozioù nevez e brezhoneg

Saturday 15 April 2023, 09:00

Ma faot deoc'h sevel pozioù nevez, petramant ur son da zañsal pe da selaou, e brezhoneg evel-just, kemerit perzh er staj-se ! Heñchet e vo gant an arzour brudet Louis-Jacques Suignard.

Presbital Kozh, Landeleau

Tavarn ar vrezhonegerien e Karaez

Friday 14 April 2023, 19:00

Digor d'an holl dud a fell dezhe komz pe klevet brezhoneg gant ur banne ha boued-polikan. Aozet gant Emglev Bro Karaez.

Le Central Café - Ar C'hafe Kreiz, Carhaix-Plouguer

Emvod lec'hel gant Kelennomp e Karaez

Tuesday 11 April 2023, 17:45

Ur gevredigezh evit ar brezhoneg e bed an deskadurezh eo Kelennomp, evit an holl re a gelenn e brezhoneg pe ar brezhoneg er skolioù, er skolajoù, el liseoù, er skolioù-meur.

Ti ar Vro Karaez, Carhaix-Plouguer

Amzer-Nevez ar C'hastell-Nevez 2023

Sunday 9 April 2023, 16:00

Fest-deiz ha noz. Abadenn evit ar vugale. Dibunadeg sonerezh. Sonadegoù hengounel. Sonerezh Iwerzhon. Boued war al lec'h.

Salle Ar Sterenn - Sal Ar Sterenn, Châteauneuf-du-Faou

Ar Basion e Rostrenn

Friday 7 April 2023, 19:45

Kerzhadeg kanet kaset gant Ronan Gueblez ha Youenn Lange war-zu ar Minioù, lec'h uhelañ Rostrenn : Pasion Vras, Bihan hag Añjeluz. Aozet gant Arz 'n Diharz Kreiz-Breizh ha Dastum.

Ar Minioù, Rostrenen

Kaozeadenn e brezhoneg e Rostrenn

Thursday 6 April 2023, 19:00

Yec'hed mat ! Setu an emgav miziek evit komz e brezhoneg en un davarn e bro Rostrenn. Simpl an traoù, komz diwar-benn a bep seurt traoù e brezhoneg en ur evañ ur bannac'h.

Pub Ti Devine's, Rostrenen

Emvod kelaouiñ diwar-benn hentad divyezhek skol bublik Rostrenn

Thursday 6 April 2023, 18:30

Div Yezh Rostrenn, kevredigezh tud ar vugale evit ar c'helenn brezhoneg e skol bublik Rostrenn hag ar skolaerien a ginnig un emvod kelaouiñ.

École publique de Rostrenen - Skol bublik Rostrenn, Rostrenen

Damp da gaozeal ba Langoned

Wednesday 5 April 2023, 20:00

Evit komz e brezhoneg. Tem resis ebet. Pep hini a bae e evajoù. Evit ar vrezhonegerien hag an deskarded ampart.

La Grande Boutique - Ar Stal Vras, Langonnet

Kan ar Bobl e Brasparzh

Sunday 2 April 2023, 14:00

Evit Menez Are. Kenstrivadeg evit ar skolioù, kan ha sonerezh da selaou (da 2e) ha kan ha sonerezh da zañsal (da 4e) ha fest-deiz.

Salle des fêtes de Brasparts - Sal ar gouelioù Brasparzh, Brasparts