Dorioù digor skol bublik divyezhek Rostrenn
6 and 9 June 2023
Deuit ober anaoudegezh gant Skol Bublik Divyezhek Rostrenn! D'ar Meurzh 6 a viz Even dre un abadenn kanañ gant ar vugale, ha d'ar gwener 9 a viz Even evit an dorioù digor !
École publique de Rostrenen - Skol bublik Rostrenn, Rostrenen
[RAOK AN HAÑV] Nozvezh c'hoarioù stroll e Brasparzh NULLET
Thursday 8 June 2023, 18:00
Nozvezh c'hoarioù stroll e brezhoneg gant Sten Charbonneau hag e c'hoarioù Aplud. Gellet a rit degas ho c'hoarioù muiañ-karet ivez ! Digor d'an holl ! Aozet gant Ti menez Are ha Raok.
Ti Menez Are, Brasparts
[RAOK AN HAÑV] Damp da gaozeal ba Langoned
Wednesday 7 June 2023, 20:00
Evit komz e brezhoneg. Tem resis ebet. Pep hini a bae e evajoù. Evit ar vrezhonegerien hag an deskarded ampart.
La Grande Boutique - Ar Stal Vras, Langonnet
[RAOK AN HAÑV] Gouel ar Menez e Speied
Sunday 4 June 2023, 10:00
Kenstrivadeg sonerien digor d'an dud adalek 10e. Fest-deiz adalek 2e. Tournamant gouren da 3e. Abadenn gant kelc'h Brug ar Menez da 7e. Fest-noz er Spot. Darvoud digoust.
Speied - Spézet, Spézet
[RAOK AN HAÑV] Enklask e Vorgium
Saturday 3 June 2023, 15:00
Piv en deus diheñchet dour an doursan ? Deoc'h da gas un enklask, gant ar familh pe gant mignoned, ha d'ober anaoudegezh gant istor Karaez, anvet gwechall Vorgium. Merenn vihan goude.
Kreizenn arkeologel Vorgium - Centre archéologique Vorgium, Carhaix-Plouguer
[RAOK AN HAÑV] Kan ba'r Bistro e Boneur
Friday 2 June 2023, 20:00
Emgav en ostaleri O P'ti Boneur ! An holl a c'hall kemer perzh evit kanañ, hag evit selaou hepken ivez ! Aozet gant an davarn ha Raok.
O P'ti Boneur (Ostaleri/Ispisiri - Bar/Épicerie), Botmeur
[RAOK AN HAÑV] Gweladenn divyezhek In Cité 2023 er C'hastell-Nevez
Friday 2 June 2023, 17:00
Gweladenn heñchet divyezhek brezhoneg-galleg an droiad oberennoù arzoù kêr ekologel e Kastell-Nevez ar Faou gant an arzourien hag arzourezed.
Kastell-Nevez-ar-Faou - Châteauneuf-du-Faou, Châteauneuf-du-Faou
[RAOK AN HAÑV] Skignadenn Re ar Menez e Kallag
Thursday 1 June 2023, 20:30
Teulfilm e brezhoneg, istitlet e galleg. Ar sevenerez a vo war al lec'h evit komz gant an dud goude ar skignadenn.
Cinéma L'Argoat - Sinema An Argoad, Callac
RAOK AN HAÑV - Abadenn sinema e Gourin
Thursday 1 June 2023, 20:00
Dañsal dindan ar glav + eskemm goude ar film
Cinéma de Gourin, Gourin
[RAOK AN HAÑV] Kaozeadenn e brezhoneg gant Azenor Kallag e Rostrenn
Thursday 1 June 2023, 19:00
Yec'hed mat ! Setu an emgav miziek evit komz e brezhoneg en un davarn e bro Rostrenn. Pedet eo er wech-mañ Azenor Kallag, animatourez tele hag he deus ur vuhez gevredigezhel pindivik ivez !
Pub Ti Devine's, Rostrenen
