Agenda

Download :

Cow-boy ba'n ti feurm (Kamp e brezhoneg, 7-13 vloaz)

24 - 27 October 2023

Bevañ e-kreiz an natur, gant ar c’hezeg, ho sac’h kein ganeoc’h evit mont da vevañ troioù kaer ! Aozet gant Ar feurm e Tremargad.

Ar feurm e Tremargad - La ferme à Trémargat,

Abadenn kontañ kaoz e Gourin

Thursday 26 October 2023, 14:00

Digor d'an dud a oar komz brezhoneg dija tamm-pe-damm. Un tem disheñvel bep miz.

Médiathèque de Gourin - Mediaoueg Gourin, Gourin

Nozvezh e brezhoneg e Rostrenn

Wednesday 25 October 2023, 18:00

Nozvezh ispisial en Ti Devine's : kaozeadenn gant Azenor Kallag da 6e hag abadenn sonerezh Breizh da 8e. Ret e vo goulenn e brezhoneg evit kaout ur bannac'h !

Pub Ti Devine's, Rostrenen

Kan an Noz : Koan vras kanet ha baleadenn e Brasparzh

Saturday 21 October 2023, 14:00

Kan an Noz, darvoud aozet abaoe pell gant ar gevredigezh Kan ar Bobl Menez Are. Baleadenn kanet goude lein ha diouzh noz koan vras gant kanerezed ha kanerien ampart deus pep lec'h.

Salle des fêtes de Brasparts - Sal ar gouelioù Brasparzh, Brasparts

Master klas kontadennoù

Saturday 21 October 2023, 09:30

Master klas kontadennoù hengounel e brezhoneg e 2023 kaset gant Awenn Plougoulm, Alan Tudoret, William Landin ha reoù all...

Ti ar Vro Karaez, Carhaix-Plouguer

Baleadenn : Amzer ar plant, amzer an dud

Saturday 21 October 2023, 14:00

Ar c'hevredigezhioù a vev hag a labour war memes lusk evel hini ar plant. Peseurt sinifiañs reiñ da seurt plant a verk an amzer ?

Eko-Domani Koed ar Barzh - Eco-Domaine Le Bois du Barde, Mellionnec

Abadenn sonerezh Breizh e Rostrenn

Thursday 19 October 2023, 19:30

Gant Philippe ar Gwenneg ha Dominique Jouve.

Pub Ti Devine's, Rostrenen

Atalier kan gant Ifig Flatrès

Tuesday 17 October 2023, 18:30

Atalier kan digor gant Ifig Flatrès evit ambroug ar ganerien ha kanerezed diwar o c'hoantoù hag o ezhommoù. Bep eil (pe trede) meurzh ar miz etre 6e30 hag 8e30.

Ti ar Vro Karaez, Carhaix-Plouguer

Skignadenn e Sant-Riwal

Friday 13 October 2023, 20:00

Skignadenn "N'omp ket flaterien" sevenet gant Olivier Masson (1984, 45 mn). Kaozeadenn da-heul gant ur gazetennerez, bet skoliadez e skol divyezhek Sant-Riwal, hag ur bannac'h profet evit echuiñ.

Salles des fêtes de Saint-Rivoal - Sal ar gouelioù Sant-Riwal, Saint-Rivoal

Tavarn ar vrezhonegerien e Karaez

Friday 13 October 2023, 19:00

Digor d'an holl dud a fell dezhe komz pe klevet brezhoneg gant ur banne ha boued-polikan. Aozet gant Emglev Bro Karaez ha Raok.

Le Central Café - Ar C'hafe Kreiz, Carhaix-Plouguer