C'hoari ha lenn e Langoned
Wednesday 15 May 2019, 14:30
Atalieroù divyezhek evit kemer plijadur en ur c'hoari asambles pe en ur selaou istorioù. Digor d'an holl!
Médiathèque de Langonnet - Mediaoueg Langoned, Langonnet
Pardon Sant Matilin (Plouie)
Sunday 12 May 2019, 10:30
Oferenn, pred, diskouezadeg koefoù ha broderezh, tavarn, sonerien, c'hoarioù a bep seurt gant prizioù...
Chapelle Saint Mathurin - Chapel Sant Matilin, Plouyé
Skignadenn ar film-faltazi e brezhoneg "Heidi" e Gourin (istilet e galleg)
Sunday 12 May 2019, 14:00
"Heidi" sevenet gant Alain Gsponer, advouezhiet e brezhoneg gant Dizale. Ar film-mañ a vo ivez istilet e galleg.
Cinéma Jeanne d'Arc - Sinema Jeanne d'Arc, Gourin
Sonadeg Bugale Kreiz-Breizh 2019 (Leun)
Friday 10 May 2019, 20:00
Sonadeg 320 bugel eus skolioù divyezhek ha brezhonek dre soubidigezh Kreiz-Breizh.
Leurenn Glenmor - Espace Glenmor, Carhaix-Plouguer
Fest-noz Mikêl
Friday 19 April 2019, 21:00
Fest-noz hengounel e Mikêl (Groñvel). Aozet gant Ar Fiselerezh.
Salle des fêtes de Saint-Michel - Sal ar gouelioù Mikêl,
Tavarn ar vrezhonegerien e Karaez
Friday 12 April 2019, 19:00
Tavarn Ti ar Vro Karaez a vo digoret evit an holl dud a fell dezhe komz pe klevet brezhoneg. Aozet gant Emglev Bro Karaez.
Ti ar Vro Karaez, Carhaix-Plouguer
Staj skrivañ e brezhoneg evit ar re yaouank hag ar vugale
Tuesday 9 April 2019, 09:30
Ur raktres ho peus ? Kroget 'peus da skrivañ un danevell a c'hellfe bout embannet evit Priz ar Vugale (cd2/cm2 - 12 000 sin, gant ur bugel e-kreiz an istor) pe evit Priz ar Yaouankiz ?
Ti ar Vro Karaez, Carhaix-Plouguer
Pezh-c'hoari "Ar Basion Vras" gant Strollad ar Vro Bagan
Sunday 7 April 2019, 17:00
E 1991 eo bet savet Ar Basion Vras gant strollad Ar Vro Bagan, c’hoariva ha sonerezh kemmesket enni.
Eglise Saint Trémeur - Iliz Sant Tremeur, Carhaix-Plouguer
Pezh-c'hoari "Piw, penaoz ha petra ?" gant Strollad Kallag ha Strollad Gwerliskin
Saturday 6 April 2019, 20:30
Ur pezh-c’hoari fentuz ha dirollet, daoust d’an tem da vezañ siriuz. Deoc’h-c’hwi da weled… Ha kalz a blijadur deoc’h, mechañs, ur wech ouzhpenn !
Salle Ar Veilh - Sal Ar Veilh, Plonévez-du-Faou
Gourfenn Kib al Lig displeget e brezhoneg
Saturday 30 March 2019, 20:45
Abadenn evit heuliañ ar c'hrogad etre Gwengamp ha Strasbourg e brezhoneg, e-barzh un davarn e Karaez.
Bar - Tavarn La Brasserie, Carhaix-Plouguer
