Emañ Raok – Brezhoneg e Kreiz-Breizh o klask un den evit kenurzhiañ mont en-dro ar gevredigezh.

KENURZHIER·EZ : Deskrivadur ar post
– Merañ teuliadoù melestradurel liammet gant an izili ha buhez ar gevredigezh (kontouriezh, titouriñ, heuliañ…).
– Kehentiñ (lizher-kelaouiñ, lec’hienn internet…).
– Kenurzhiañ ar bodadoù gant an dud a-youl vat (bodad darvoudoù gant festival Raok an Hañv en o zouez, bodad kehentiñ, bodad kumuniezh, bodad skrivañ evit pajenn ar Poher e brezhoneg…).
– Kinnig ha buheziñ abadennoù evit lakaat war-wel ar gevredigezh ha kas war-raok ar brezhoneg er vro.
Post da bourveziñ d’ar 17 a viz Meurzh 2025.
Gopr : emglev a-stroll ar buheziñ (ECLAT), strollad F (kenefeder 350, da lavaret eo : 2463.44 € kriz / miz)
Deiziad diwezhañ evit kinnig e/he emstrivadur : 28/02
Muioc’h a ditouroù : raok.bzg@gmail.com pe 06 61 95 29 16