Agenda

Teatr brezhonek : Galnys Priz ar Gwad

1 December 2019 | 16h00 - 18h00

Sunday 1 December 2019, 16:00

Ar brezel, perak ha da betra ? Un dismantr-spered eo din soñjal ez eus bet brezelioù ha drailh e-touez an dud a-viskoazh. Dre ar c’hoariva e c’haller morediñ ar boan-spered un disterig.

Teatr brezhonek : Galnys Priz ar Gwad
  • December 2019
    • Sunday 01 16h00 - 18h00

Ar brezel, perak ha da betra ?

Un dismantr-spered eo din soñjal ez eus bet brezelioù ha drailh e-touez an dud a-viskoazh. Dre ar c’hoariva e c’haller morediñ ar boan-spered un disterig.

An istor :

Daou glann er Grennamzer goshañ, bet brezelioù etrezo. Ur gwaz a lignez uhel, an heritour, zo bet lazhet gant ur vaouez eus ar c’hlann enep.

An doare nemetañ da gompezañ an traoù, d’en em virout diouzh ur brezel nevez : ar galnys*, priz ar gwad.

Met ne vo ket un ebat lakaat an holl a-unan war talvoudegezh an hini marv. Daoust hag un emglev kamm-digamm a vo mat d’an holl ?

Ma ne vez ket emglev e vo brezel, unan kriz marteze evel emgann ar C’hrec’hiennnoù glas, chomet war an holl speredoù.

A vann da vann, eus an eil netraig d’egile, al lezenn gozh graet evit diwall ar peoc’h a vo lakaet brall enni gant ar garantez hag ar gasoni, gant spered an itrik hag an emgarouriezh, gant ar sotoni.

*Galnys zo unan eus an tri ger chomet eus ur yezh tost d’ar brezhoneg hag aet da get en XIIIvet kantved, ar c’humbrieg/cumric, hag a veze komzet etre Kembre ha Skos. Talvezout a ra da envel ar sammad arc’hant a c’houlenne da zigoll, familh un den lazhet ouzh familh ar muntrer.

Istoriou kozh pe istoriou a vremañ ?

War zigarez kontañ un istor hag a c’hallfe bezañ degouezhet mil bell zo e sellomp ouzh hor bed a-vremañ, lusket alies gant hevelep mennozhioù ha santadoù, siwazh. Ur bed trouz brezel tu pe tu ennañ gwall alies.

Ur wechig ar mare, e-kerzh ar pezh-c’hoari, e vo torret liv an amzer dremenet gant ur fedig anakronek, kement ha degas da soñj d’an arvester n’emañ ket keit-se an traoù-se diouzhomp.

Ur pezh war gan :

Ouzhpenn c’hoariva rik e vo kan evit liesaat an doareoù da gontañ an istor. Jean-Yves Le Ven en deus savet tonioù ar c’hanaouennoù skrivet evit ar pezh-c’hoari. Kanet e vint gant ur c’hor a zaouzek den eus « Kanerien Sant Meryn », meur a wech kampioned Breizh, hag a zeuio da gejañ ouzh ar gomedianed war al leurenn. Tonioù hengounel a vo ivez, en o zouez unan eus koshañ gwerzioù Breizh hag a savfe d’ar mare ma c’hoarvez Galnys.

Ur pezh treset :

Ar bed zo teir ment dezhañ, sed hon eus lakaet un trede « ment » d’an danevelliñ : an tresañ. Goulennet hon eus gant tri arzour, pep a ijin krouiñ disheñvel-mik dezho, skeudenniñ ar sonioù hag un unangomz.

AR SKIPAILH

Skrivañ, leurenniñ ha leurdresadur : Yann-Fulub Dupuy

Kelenner brezhoneg e Kelenn, kreizenn stummañ Diwan e Kemper. Meur a levr en deus skrivet, romantoù, danevelloù ha pezhioù- c’hoari. Galnys eo an trede pezh-c’hoari skrivet gantañ hag an eil o vezañ embannet.

Sonaozañ ha renerezh ar c’han : Jean-Yves Le Ven

Renour laz-kanañ (kanerien Sant Meryn eus Ploveilh), songempennour ha sonaozour eo ivez. Ouzhpenn gwech en deus frapet ar maout gantañ ha gant e ganerien da geñver ar genstrivadeg « Kanomp Breizh ». Meur a oratorio en deus savet hag un heuliad diwar barzhonegoù gant Anjela Duval, e anv Nevezadur.

Skoazell war al leurenniñ, koñseviñ ar gwiskamantoù : Mich Beyer

Kalz romantoù brezhonek zo diwar he dorn. Troourez a lennegezh eo ivez bremañ. An trede gwech eo dezhi skoazellañ ur pezh-c’hoari gant Tro-didro.

Gouleier : Kadvael Morin

Tresadennoù ar gerentiezh : Mairei-Ana Montade.

Ganet e norzh Catalunya ha bet desavet e Breizh Uhel, studiet he deus Mia ar savadurezh hag an arzoù-kaer. Skritelloù, goloioù pladennoù ha logoioù zo bet graet ganti ha c’hoant he defe da skrivañ ha da skeudennaouiñ levrioù evit ar re yaouank e brezhoneg.

Tresadennoù evit « Skolvan », « Brezel a vo » ha « Brezel pe Beoc’h » : Owen Poho. Ma’z eus un doare brezhonek da skrivañ ar ger « dizagn » hiziv eo sur a-drugarez da Owen. An dizagnour anezhañ, bet o stummañ e skol an arzoù-kaer e Brest, a bleustr war an tres, ar stumm hag an danvez war tachennoù ken liesseurt hag an dilhad, an arrebeuri, al listriaj hag ar savadurezh zoken. Awenet eo gant stummoù a-viskoazh an natur ha tresoù kozh arzoù-pobl ar vro met reiñ a ra ijin-krouiñ Owen un advuhez dezho er bed a vremañ. Piv a c’hallfe skeudennaouiñ koulz hag eñ koshañ kanaouenn Breizh hag ober ur pont etre he c’hozhni hag hor modernelezh ?

Tresadennoù « Marvnad », «An Tornaod », « Roudouz » : Nikol Ryan.

Deuet eo Nikol Ryan a Vreizh-Veur da Vreizh vihan da adkavout he gwrizioù breizhat hag iwerzhonat. Eno he doa studiet ha kelennet an arzoù-kaer. En hor bro eo anavezet mat eo an arzourez – bet perzh e ouzphenn kant diskouezadeg – evit he zaolennoù flamm ma klask kengan ha kengren al livioù evel pa vijent notennoù sonerezh, enno ivez heklev troellennoù an natur ha re an arzoù kentidik. Met ouzh an dresourez dibar a zo anezhi ivez hon eus goulennet skeudennaouiñ darn eus kanaouennoù Galnys.

C’hoariet e vo Galnys gant :

Marine Gloaguen : Olwen a Lezurien

Tomaz L’Epineguen : Hoel/Gwenvael a Gaerleon

Bernez Kere : Budog an emzivad.

Loic Coquet : Meriadeg ha tudennoù all.

Anne Lefèbvre : Telo ha tudennoù all

Tunvezh Gloaguen : Dewi ha tudennoù all

Bernez Rest : Porzhier Kaerleon ha tudennoù all Laetitia Fitamant : Azenor hag ur vaouez eus ar bobl. Ninnog Latimier : Youna a Lezurien

Camille Diquelou : Enora ha tudennoù all

Loic Jade : Sullian Tramor

Valentin Lucas : Bran

Jean-Yves Kervarec : Urien

Yann-Fulub Dupuy : Kentigern

Kanet e vo ar sonioù gant :

Lena Le Gac-Le Coz

Sophie Marcon

Camille Diquelou

Bernez Rest

Jean-Yves Kervarec

Monique Pouliquen

Jacqueline Allain Jean Queau

Hélène Brower

Jocelyne Lautridou

Marie-Claude Derouët

Pierre Hascouet

Marine Gloaguen

Yann-Fulub Dupuy

Registration:

Theatre du champ au roy

1 place champ au roy 22200 Guingamp