Stummadur stummerien war ar brezhoneg evit treuzkas d'an dud a ra war-dro ar re gozh diazezoù ar brezhoneg
Penaos tremen d'ar re a ra war-dro ar re gozh peadra da eskemm e brezhoneg gant an dud emaint bemdez ganto ? Ha kement-mañ dindan 3 devezh stummadur ?

-
October 2021
-
Thursday 07
- 9h00 - 17h00
-
Thursday 21
- 9h00 - 17h00
-
Thursday 07
Penaos tremen d'ar re a ra war-dro ar re gozh peadra da eskemm e brezhoneg gant an dud emaint bemdez ganto ? Ha kement-mañ dindan 3 devezh stummadur ?
Sed aze pal an eilvet staj stummañ stummerien kaset en-dro gant Blaz
Produktion (Kristian ar Braz hag Evelyne Sedlak) diwar an hentenn aozet ganto. Ur staj kenaozet gant ar gengevredigezh Raok.
Klokaet e vo ar stummadur daou zevezh-mañ gant un devezh all « war andachenn » en EHPAD (hervez emdroadur kleñved ar C'hovid).
Digoust e vo ar staj-mañ. Goulennet e vo gant ar perzhidi heuliañ ar stummadur a-bezh ur wech kadarnaet o enskrivadur.
Registration:
