Staj c'hoariva e Karaez
Staj c'hoariva e brezhoneg kaset gant Etienne Siberil, eus ar gompagnunezh Ar Vroderez-noz, evit sevel un dudenn.

-
March 2024
-
Saturday 23
- 10h00 - 17h00
-
Saturday 23
Aozañ e dudenn a zo ur bazenn a-bouez bras e doare ober an aktour.
O kemer harp war destennoù berr e vo arnodet al labour treuzfurmiñ a raio deomp mont da dudennoù a bep seurt : penaos e fiñvont, e komzont, e reaktont. Ur voestad binviji eus ar resisañ a vo implijet evit harpañ ac’hanomp.
An emdroadur-se a ginnig Etienne da anavezout e-kerzh an devezh kentañ-mañ gouestlet d’an dudenn.
Ur staj kensavet gant : Raok, Leurenn Glenmor ha C’hoariva.
Diwar-benn Etienne Siberil : Krog e oa Etienne gant ar c’hoariva e Skol-Veur Brest. Goude en deus heuliet ur stummadur war mezegiezh Sina ha war an nadoz wanerezh.
A-benn ar fin, dre studiañ ar c’horf hag e vod da ezteurel an traoù, en doa graet e soñj Etienne mont en-dro war al leurenn. War stummañ ez eas e Skol Arz an Teatr e Sant-Brieg. Daou vloaz war-lerc’h e oa degemeret e Skol Teatr Etrevroel Jacques Lecoq, e Pariz. Diplomet oa deuet er-maez ar skol e miz Even 2019.
Diwar-vremañ e kinnig ar skiant en deus prenet eno d’an dud a faot dezho krouiñ war al leurenn, dre sikour anezho, dre o skoazellañ en ul labourat pizh war ar c’horf, al lusk hag ar mod d’en em gavet en ul lec’h bennak.
