Staj brezhoneg ha natur
Kinnig a reomp deoc’h deskiñ brezhoneg en natur e fin an hañv-mañ. Ur c’henlabour gant kevredigezh Koad ar Barzh e Melioneg eo ar staj-mañ.
-
August 2019
- Monday 26 9h00 - 17h00
- Tuesday 27 9h00 - 17h00
- Wednesday 28 9h00 - 17h00
- Thursday 29 9h00 - 17h00
- Friday 30 9h00 - 17h00
Liammañ an deskiñ hag an natur eo pal ar staj-mañ. Meur a live a vo kinniget deoc’h, evel evit ar stajoù all.
Evit a sell ar staj brezhoneg:
Ar prantadoù kelenn a vo etre 9e ha 5e, evel boaz, kinniget gant stummerien Roudour. Mesket e vo ar prantadoù kelenn gant baleadennoù war-droad er vro, gweladennoù ha diziloadennoù a bep seurt
Tro-dro ar staj:
Tu a vo da gousket war al lec’h. Deuet mat e vo ho familh ivez, ur greizenn dudi e brezhoneg a vo kinniget d’ar vugale war an deiz, gant un animatour·ez a-vicher. Diouzh noz e c’hello bezañ kinniget abadennoù, beilhadegoù pe e c’hello pep hini ober ar pezh a gar.
Un doare mat-tre da glozañ gant an hañv e-kreiz an natur e Kreiz-Breizh!