Krapaat en dour, roeñvañ er gwez (Kamp hañv e brezhoneg, 10-14 vloaz)
Koadoù, stêrioù ha natur e pep lec’h ! Aze eo e kampimp, e-tal lenn Kerne-Uhel, e Tremargad. Aozet gant Ti ar c'hoadoù ar Chapel-Nevez.
-
August 2021
- Sunday 08 9h00 - 23h59
- Monday 09 0h00 - 23h59
- Tuesday 10 0h00 - 23h59
- Wednesday 11 0h00 - 23h59
- Thursday 12 0h00 - 23h59
- Friday 13 0h00 - 23h59
- Saturday 14 0h00 - 17h00
Mont a raimp a-hed ar sizhun gant ar c’haiak ha roeñvañ a raimp betek bezañ skuizh-mik. Kinniget e vo krapat er gwez ivez, tennañ gant ar wareg ha petra a virfe ouzhimp ober un dro-vale betek kaniennoù Toull Goulig ? Pa’z aimp da bourmen e klaskimp gwelet ha klevet loened gouez. Ur yourc’h war glask e-voued ? Hopadennoù ur gaouenn da serr-noz ? Deomp-ni e vo d’ober trouz tro dro d’an tan neuze : bec’h d’ar c’han ha bec’h d’an dañs…
Registration: