Nozvezh e brezhoneg e Rostrenn
Nozvezh ispisial en Ti Devine's : kaozeadenn gant Goulven an Troadeg da 6e30 hag abadenn sonerezh Breizh da 8e. Dav e vo goulenn e brezhoneg evit kaout ur bannac'h !

-
February 2024
-
Wednesday 28
- 18h30 - 22h30
-
Wednesday 28
6e30 : Kaozeadenn gant Goulven an Troadeg. O terc'hel ur menaj e Plounevez-Moedeg, hag ezel eus burev kengevread ar beizanted ha peizantezed Aodoù an Arvor. Lakaet e vo ar gaoz war tout ar pezh a c'hoarvez e bed al labour-douar er mare-mañ.
8e : Abadenn sonerezh Breizh
Kaset gant Yann-ewen L'Haridon ha Floriane Le Pottier. Digor d'an holl sonerien ha kanerien !
Dav e vo goulenn e vannac'h e brezhoneg ! Sikouret e vo an dud n'int ket en o bleud gant yezh ar vro !
Aozet gant an Ti Devine's, Ar Fiselerezh & Raok
Registration:
