Agenda

Skignadenn e Sant-Riwal

2 years ago

Friday 13 October 2023, 20:00

Skignadenn "N'omp ket flaterien" sevenet gant Olivier Masson (1984, 45 mn). Kaozeadenn da-heul gant ur gazetennerez, bet skoliadez e skol divyezhek Sant-Riwal, hag ur bannac'h profet evit echuiñ.

Skignadenn e Sant-Riwal
  • October 2023
    • Friday 13
      • 20h00 - 23h00

Adalek fin an XIXvet kantved, implij ar brezhoneg zo difennet en darn vrasañ eus skolioù Breizh Izel, evit rediañ ar vugale da zeskiñ ar galleg. An oberenn-mañ, filmet e Treger, a ziskouez an teknikoù implijet gant ar vistri-skol evit difenn ouzh ar vugale d'ober gant ar brezhoneg.
Ur gaozeadenn a vo da-heul ar skignadenn gant ur gazetennerez, bet skoliadez e skol divyezhek Sant-Riwal, hag a c'hello bezañ klozet gant ur bannac'h profet.
Aozet gant : Ar gevredigezh Fest-noz ar C'harter, gant sikour kevredigezh tud ar vugale skol divyezhek Sant-Riwal ha Gwarez Filmoù.

Salles des fêtes de Saint-Rivoal - Sal ar gouelioù Sant-Riwal

29190 Saint-Rivoal