Agenda

Skignadenn ar film-faltazi e brezhoneg "Heidi" e Gourin (istilet e galleg)

12 May 2019 | 14h00 - 16h30

Sunday 12 May 2019, 14:00

"Heidi" sevenet gant Alain Gsponer, advouezhiet e brezhoneg gant Dizale. Ar film-mañ a vo ivez istilet e galleg.

Skignadenn ar film-faltazi e brezhoneg "Heidi" e Gourin (istilet e galleg)
  • May 2019
    • Sunday 12 14h00 - 16h30

Ouzh ar skramm : "Heidi "

1e51 - 2016 - Gant Bruno Ganz, Anuk Steffen, Isabelle Ottmann

Kaset eo Heidi, plac'hig yaouank emzivadez anezhi, da vevañ e menezioù Bro-Suis gant he zad-kozh, un den outañ e-unan. Spontet gantañ da gentañ, e krog buan he c'halon da dommañ outañ. Gant he mignon nevez, Peter, he deus tro da welet pegen brav eo an alpenn. Met o soñjal n'eo ket un doare a-feson da zesevel ur plac'hig, e tiviz moereb Heidi kas anezhi d'ur familh pinvidik, e kêr. Hag e c'hello Heidi gouzañv seurt buhez, pell diouzh ar menezioù ha deus he zad-kozh?

Goude ar film e vo profet ur banne kafe d'an dud a faoto dezhe chom da gaozeal diwar-benn ar film pe traoù all.

Aozet gant skipailh Sinema Janed Ark Gourin ha Bod Kelenn.

Cinéma Jeanne d'Arc - Sinema Jeanne d'Arc

19 rue Hugot Derville, 56110 Gourin