Agenda

[RAOK AN HAÑV] Kwiz e brezhoneg e Boneur

5 June 2024 | 19h00 - 22h00

Wednesday 5 June, 19:00

C'hoari e brezhoneg gant goulennoù a bep seurt (sport, sevenadur, istor-geografiezh, brezhoneg...) ha tout-se gant fent ha plijadur ! Digor eo d'an holl (troet eo ar goulennoù e galleg).

[RAOK AN HAÑV] Kwiz e brezhoneg e Boneur
  • June 2024
    • Wednesday 05 19h00 - 22h00

Ur c'hoari dre skipailhoù eo ar c'hwiz, skipailhoù etre 3 ha 5 den, ar vugale adalek 10 vloaz a c'hell kemer perzh, o vezañ a-gevret gant tud deuet. 5 tem goulennoù a vo : istor-douaroniezh, sevenadur, sport ha dudi, skiantoù ha natur, ha brezhoneg. E-touesk ar plijadurioù kinniget e vo dav respont da c'houlennoù digor pe goulennoù-dibab evel-just, met ivez anavezout trouzioù pe mouezhioù, lec'hiañ skeudennoù…
An holl a vo degemeret en abadenn. Pa vo lavaret ar goulennoù e brezhoneg nemetken e vo memestra posupl heuliañ ha kemer perzh er c'hoari evit an deskarded pe ar dud a zeuy gant o bugale, pa vo skignet pep tra e brezhoneg ha galleg ouzh ar skramm.
War-lerc’h e vo tro d’ar re a fell dezho kanañ.

O P'ti Boneur (Ostaleri/Ispisiri - Bar/Épicerie)

29690 Botmeur