Agenda

[RAOK AN HAÑV] Kenstrivadeg keginañ ha digor-kalon gant sonerezh

3 years ago

Saturday 17 June 2023, 17:00

Deuit da ginnig ur pred keginet adalek Toazennoù Bro Fisel Groñvel a vo barnet gant ur juri ! Ha digor-kalon gant sonerezh goude evit klozañ ar festival Raok an Hañv kentañ !

[RAOK AN HAÑV] Kenstrivadeg keginañ ha digor-kalon gant sonerezh
  • June 2023
    • Saturday 17
      • 17h00 - 20h00

Reolennoù ar genstrivadeg :
KEGIN :
- Implijout dre ret Toazennoù Bro Fisel Groñvel (gwelet gant Raok evit kaout anezhe) evit brudañ produioù eus ar vro.
- Fardet e vo al lipig pe ar pred er gêr en a-raok, evit kinnig anezhañ dirak ar juri da 6 eur. Evit 5 den d'an nebeutañ.
- An toazennoù a c'hello bezañ poazet war al lec'h etre 5 eur ha 6 eur.
- Implijout dre ret produioù eus ar vro, nemet ar spisoù.
- Skrivañ ur sekred kegin e brezhoneg.
KENSTRIVADEG :
- Hoc'h-unan e brezhoneg, pe dre skipailh gant ur brezhoneger.ez e-barzh.
- Dieub d'an holl, bez e vo kanaouennoù, sonerezh hag un digor-kalon.
- Un niverenn a vo roet da bep rekipe/skipailh, notennet e vo pep aozadenn gant tud ar juri. Pep hini a roio poentoù. An hini gant ar muiañ a boentoù a c'hounezo. Ma 'zeus daou gant an hevelep niver a boentoù e vo votet etre ar 5 den eus ar juri.
TRAOÙ ALL :
- Pep hini a ro e-he asant evit ma vefe kemeret poltridi eus e aozadenn hag eus outañ-outi evit ar c'hazetennoù pe lec'hioù internet.
- An dud a ranko en em enskrivañ a-raok ar yaou 15 a viz Even en ur skrivañ da Raok (raok.bzg@gmail.com) pe en ur bellgomz (06 13 71 88 88).

Banne profet d'an holl goude evit klozañ Raok an Hañv 2023 !

Collorec Plage - Traezhenn Koloreg

Rue du Plan d'eau, 29530 Collorec