Tro-vale e brezhoneg er C'hroesti (ha baleadenn kanet)
Deomp d'ober anaoudegezh gant Ar C'hroesti ! Kinniget 'vo deoc'h istor ar gumun hag ar vro. Pedet 'vo ivez kanerezed ha kanerien da zont da vale ganimp evit ur mare plijus holl asambles.

-
August 2022
-
Saturday 20
- 10h00 - 16h00
-
Saturday 20
Tud eus ar gumun a vo aze ganimp evit degas titouroù diwar-benn istor ar vro.
Baleadenn kanet ivez ha buhezet gant kanerezed ha kanerien eus un tamm pep lec'h (dreist-holl eus Bro Gwened).
Troiad 10 km dre vras. Al lusk a vo sioul met ret eo bezañ un tamm kustum da vale memestra.
Degasit ho sac'h-kein hag ho pik-nik evit kreisteiz.
Dav eo lakaat e anv a-raok mar plij : https://framaforms.org/bale-er-chroesti-randonnee-en-breton-au-croisty-1658411590
Digor d'an holl liveoù, eus ar re a grog gant ar yezh d'ar re ampart, pe c'hoazh d'ar re na ouzont ket ar yezh c'hoazh hag o deus c'hoant da glevet anezhi.
Aozet gant Raok - Brezhoneg e Kreiz-Breizh ha Du-mañ, du-se.
