Agenda

Tro-vale e brezhoneg e Laoulan

3 years ago

Wednesday 23 August 2023, 10:00

Deomp d'ober anaoudegezh gant Laoulan ! Kinniget 'vo deoc'h istor ar gumun hag ar vro a-drugarez da zisplegadennoù Yannig Doujet.

Tro-vale e brezhoneg e Laoulan
  • August 2023
    • Wednesday 23
      • 10h00 - 16h00

Troiad 10 km dre vras. Al lusk a vo sioul met ret eo bezañ un tamm kustum da vale memestra.
Degasit ho sac'h-kein hag ho pik-nik evit kreisteiz.
Pep hini a ro ar pezh a gar, dav eo lakaat e anv a-raok mar plij : 06 13 71 88 88 pe 06 84 10 08 06 / raok.bzg@gmail.com
Digor d'an holl liveoù, eus ar re a grog gant ar yezh d'ar re ampart, pe c'hoazh d'ar re na ouzont ket ar yezh c'hoazh hag o deus c'hoant da glevet anezhi.
Mont a raimp da vale e-kostez Koed Kodu, e hanternoz ar gumun eus tu Melioneg. Loc'hañ eus chapel Sant Servez.
Aozet gant Raok ha Kafe Bara Amonenn, gant sikour Ti ar Vro Bro Pondi.

Chapel Sant Servez - Chapelle Saint Servais

Chapelle Saint Servais, 56160 Langoëlan