Skignadenn an teulfilm "Loar" gant Anne Gouerou
Kevrinoù al Loar a vo diskoachet e Gouezeg d'ar Gwener 12 a viz Mae

-
May 2023
-
Friday 12
- 20h30 - 22h30
-
Friday 12
Da geñver Gouel Breizh 2023 ez eo kinniget deoc'h gant Brezhoneg e Bro Rouzig ha Sevenadur evit an holl e Gouezeg skignadenn teulfilm Anne Gouerou : "Loar", produet gant France 3 Breizh.
Deuit da sellet ouzh an teulfilm asambles gant ar sevenourez ha perzhidi ha perzhiadezed ar film. Ur prantad eskemmoù a vo da c'houde ganto.
Ma vez digoumoul an amzer e vo sellet ouzh ar stered asambles gant Dominique Merrien eus ar gevredigezh Loar Gann.
Gellet e vo kaozeal ivez diwar-benn ar benveg anvet "Stellarium" a servij da anavezout an egor gwelloc'h.
D'ar Gwener 12 a viz mai da 8e30, e skol gozh ar baotred e Gouezeg, e-tal an ti-kêr.
Teulfilm e brezhoneg hag istitlet e brezhoneg.
Digoust eo ha digor d'an holl !
