Pezh-c'hoari "War hent Youenn Gwernig" (Ar Vro Bagan)
Ur pezh-c’hoari nevez gant kanaouennoù, sonerezh ha video.
-
March 2020
- Wednesday 11 20h30 - 22h30
Ganet e Skaer e 1925. Kizeller-koad diouzh e vicher. Biniaouer, barzh, skrivagner ha kaner. Etre 1957 ha 1969 emañ o chom e New-York gant e wreg Suzig hag e deir merc’h, Annaig, Gwenola, Mari, kanerezed. Ober a ra anaoudegezh gant Jack Kerouac (Beat Génération).
Distro e Breizh e kan evit ar stourmoù sokial ha sevenadurel. Rener an abadennoù brezhoneg e FR3 Roazhon e 1983. Ur gwir varzh, ur stourmer, laouen, uvel ha digor war ar bed. Un den mat !
Tremen a ra ar pezh-c’hoari en ur studio TV. Emaer oc’h enroll un abadenn diwar-benn buhez hag oberennoù Youenn Gwernig. Pedet eo bet an arvesterien da gemer perzh en abadenn-se.
Kinniget gant al leurenn Glenmor, Emglev Bro Karaez ha al lise Diwan.