Pezh-c'hoari "Piw, penaoz ha petra ?" gant Strollad Kallag ha Strollad Gwerliskin
Ur pezh-c’hoari fentuz ha dirollet, daoust d’an tem da vezañ siriuz. Deoc’h-c’hwi da weled… Ha kalz a blijadur deoc’h, mechañs, ur wech ouzhpenn !
-
April 2019
- Saturday 06 20h30 - 22h30
Krouidigezh nevez an daou strollad : STROLLAD GWERLISKIN ha STROLLAD KALLAG.
Piw zo bet kad da lazhañ aotrou maer ur gêr vihan sioul deus Kreiz-Breizh ?
Penaoz ur muntr ken spontuz, da zez ar marc’had ouzhpenn, pa oa bodet toud an dud evid enoriñ un den meur ha madelezhuz evid ar barroz ?
Petra zo kaoz d’ar muntr-se ? Pesort itrikoù, pesort drouksoñjoù a oa ’barzh penn ar muntrer a-benn ober un torfed ken euzhuz ?