Agenda

Nozvezh Redadeg Kreiz-Breizh ha pladenn nevez Soig Siberil

26 November 2021 | 18h30 - 21h30

Friday 26 November 2021, 18:30

D’ar gwener 26 a viz Du adalek 6e30 abardaez, nozvezh Redadeg e Ti Coreff e Karaez evit trugarekaat an holl dud a gemer perzh !

Nozvezh Redadeg Kreiz-Breizh ha pladenn nevez Soig Siberil
  • November 2021
    • Friday 26 18h30 - 21h30

Diskouezet e vo ur c’hlip diwar-benn ar Redadeg 2021, fotoioù eus ar Redadeg e Kreiz-Breizh abaoe 2008 ha kinniget hini 2022 etre Gwitreg ha Gwened hag a dremeno war hon hentoù d’ar Meurzh 24 ha d’ar Gwener 27 a viz Mae.

Kenaozet eo an nozvezh gant Coop Breizh hag ar blijadur hon do da zegemer Soig Siberil a zeuio da ginnig e bladenn nevez.

Pedet eo d’an abadenn tout an dud o deus kemeret perzh er Redadeg dibaoe an deroù, o prenañ ur c’hilometr, o redek, o sikour evit an tremen, o tont da soniñ.... hag ivez ar re o deus c’hoant goût hiroc’h war an darvoud.

Evit sikour an aozadur, dav lakaat e·hec'h anv a-raok : https://sondage.kaz.bzh/y8FSr57TYHS1nDcF
Ret e vo diskouez ar pass yec'hed evit mont tre.