Agenda

Nozvezh krampouezh gant sonerezh... evit an nevez-amzer

29 March 2019 | 19h30 - 0h00

Friday 29 March 2019, 19:30

Nozvezh krampouezh ha sonadeg gant Hayes and Titleys

Nozvezh krampouezh gant sonerezh... evit an nevez-amzer
  • March 2019
    • Friday 29 19h30 - 0h00

Evel kustum, krampouezh da 1€ pep hini, ha digor 'vo an davarn.

Evel boaz, dav 'vo degas peadra da lakaat e-barzh ar grampouezhenn, hoc'h asiedoù, ho kontelloù hag ho fourchetezoù, ho pugale, hoc'h amezeien, ho moereb Olga hag a zo er vro er mare-mañ, ha kenderv Soig ha n'eus ket tañvet c'hoazh bier mat Grobul Factory Melioneg.

Ouzhpenn-se ho po ar chañs da glevet an triad Hayes and Titleys !

Hayes and Titleys : odltime pop !

Triad violon, gitar, banjo ha kan hag a zo ur stumm "bihanaet" eus ar strollad bluegrass breton "Jack Danielle's String Band".

Registration:

Salle des fêtes de Peumerit-Quintin - Sal ar gouelioù Purid-Kintin

Le Bourg, 22480 Peumerit-Quintin