Loc'hañ ar Redadeg e Karaez hag abadennoù all evit tremen e Kreiz-Breizh
Eus Karaez e loc'ho ar Redadeg 2021 ! Abadennoù e Karaez evit lañsañ an darvoud pouezus-mañ evit ar brezhoneg !
-
May 2021
- Friday 21 14h20 - 21h00
- Saturday 22 6h00 - 11h00
2e20 - 5e40 : Gweladenniñ Vorgium e brezhoneg (dav lakaat e anv)
Gweladennoù 30mn gant strolladoù 5 den da 2e20, 3e, 3e40, 4e20 ha 5e.
Goût hiroc'h : www.vorgium.bzh
Lakaat e/hec'h anv : mediation.vorgium@poher.bzh
6e - 8e : Abadenn loc'hañ ar Redadeg
6e - 6e15 : Degouezh ar vazh-test war al leurenn
6e15 - 7e : Taol-rond gant dilennidi hag aozerien
7e - 7e15 : Kemennadenn e-barzh ar vazh-test ha kanaouenn ofisiel
7e15 : Loc'hañ ar Redadeg 2021 !
7e15 - 8e : Troioù ar Redadeg e kêr Garaez, dibunadeg gant Bagad Karaez ha tonioù sonerezh gant Lies
8e : Kuitaat a ra ar Redadeg Karaez, fin an abadenn er c'hreiz-kêr
Ar Redadeg a dremeno da c'houde dre : Motrev, Treogan, Gourin, Langoned, Ar Faoued, Prizieg, Ar C'hroesti, Sant-Tudal, Melioneg, Rostrenn, Sant-Nigouden, Bulad-Pestivien, Kallag...
Goût hiroc'h : www.ar-redadeg.bzh
E Rostrenn e vo staliet gouloù gant stumm rederien a-drugarez d'ur c'henlabour gant ar strollad Laps : https://groupe-laps.org/
Posupl e vo dont da sellet ouzh an oberenn etre ar 17 hag an 21 a viz Mae e-barzh garaj ar Fiselerezh (48 straed Olier Perrin). E-padnozvezh tremen ar Redadeg e vo staliet an oberenn e-barzh Ti Kadored (straed Verdun).
E Kallag, d'ar sadorn 22 a viz Mae da 9e45 diouzh ar mintin e vo un abadenn divyezhek evit ar vugale gant Erwan Lhermenier. Ur c'henlabour gant ar gevredigezh La Fourmi-e a ginnig ar festival In Cité war ar gumun-se.
Digoust eo an holl abadennoù-mañ.