Agenda

Bez prim (Kamp hañv e brezhoneg, 10-13 vloaz)

10 July 2021 | 0h00 - 17h00

4 - 10 July 2021

E-pad ar c’hamp-mañ e vimp soubet e-barzh bed hud an teatr... Aozet gant ar gevredigezh EPAL.

Bez prim (Kamp hañv e brezhoneg, 10-13 vloaz)
  • July 2021
    • Sunday 04 9h00 - 23h59
    • Monday 05 0h00 - 23h59
    • Tuesday 06 0h00 - 23h59
    • Wednesday 07 0h00 - 23h59
    • Thursday 08 0h00 - 23h59
    • Friday 09 0h00 - 23h59
    • Saturday 10 0h00 - 17h00

C’hoant ‘teus da ijinañ istorioù ha da c’hoari buhez unan bennak all ? C’hoant ‘teus da grouiñ, da zañsal gant ar gerioù, da gomz gant ar c’horf ?

E-pad ar c’hamp-mañ e vimp soubet e-barzh bed hud an teatr...

Ul leur-c’hoari, un nebeud tudennoù, ur senario bihan ha tan de’i ! Dre oberoù atav a-gevred, alies fentus, a-wechoù dic’hortoz, ar strollad danvez komedian.ez.ed a vevo un dra dispar ur sizhunvezh-pad : krapat gant al leurenn, fiziañs ha plijadur ennañ/enni, da lakaat an arvesterien da veajiñ dre hentoù ar c’hoariva. Ne chomo nemet eñvorennoù mat goude ar veaj-se...