Agenda

Termaji ar c'hoad (Kamp hañv e brezhoneg, 6-10 vloaz) NULLET

5 years ago

18 - 24 July 2021

Bevañ a raimp e-giz termajied e koad menez Are gant aezamantoù savadur Ti menez Are e-kichen. Aozet gant ar gevredigezh EPAL.

Termaji ar c'hoad (Kamp hañv e brezhoneg, 6-10 vloaz) NULLET
  • July 2021
    • Sunday 18
      • 9h00 - 23h59
    • Monday 19
      • 0h00 - 23h59
    • Tuesday 20
      • 0h00 - 23h59
    • Wednesday 21
      • 0h00 - 23h59
    • Thursday 22
      • 0h00 - 23h59
    • Friday 23
      • 0h00 - 23h59
    • Saturday 24
      • 0h00 - 17h00

Ma ‘z eo ar sirk ur vicher hag un doare bevañ, evidomp e vo un avantur evit dispakañ ar furlukin a zo ennomp. Pleustriñ ha kenlabourat a raimp evit kas troioù ouesk sutil gant ar vazh, ar bolotennoù, an asiedoù, an diabolo, ar batarazoù hag ar seizennoù e vo moaien dit ober traoù brav war an douar pe war un treust, ur monosikl, ur rolla-bolla !
‘Pezh a vo strobinellusoc’h c’hoazh a vo sevel ar chapito hag al leurenn e-kreiz an natur. Ret e vo krouiñ ul lec’h brav evit ma vije sebezet ar familhoù a zeuio d’ar Sadorn da ziskoachañ al lec’h kuzhet e-kreiz ar c’hoadoù. Kousket a raimp e Ti menez Are ha profitañ a raimp deus al lec’h ha deus gouiziegezhioù ur buhezour natur.