Kwiz e brezhoneg e Rostrenn
C'hoari e brezhoneg gant goulennoù a bep seurt (sport, sevenadur, istor-geografiezh, brezhoneg...) ha tout-se gant fent ha plijadur ! Digor eo d'an holl (troet eo ar goulennoù e galleg).

-
March 2022
- Thursday 31 19h00 - 21h00
Ur c'hoari dre skipailhoù eo ar c'hwiz, skipailhoù etre 3 ha 5 den, ar vugale adalek 10 vloaz a c'hell kemer perzh, o vezañ a-gevret gant tud deuet. 5 tem goulennoù a vo : istor-douaroniezh, sevenadur, sport ha dudi, skiantoù ha natur, ha brezhoneg. E-touesk ar plijadurioù kinniget e vo dav respont da c'houlennoù digor pe goulennoù-dibab evel-just, met ivez anavezout trouzioù pe mouezhioù, lec'hiañ skeudennoù…
An holl a vo degemeret en abadenn. Pa vo lavaret ar goulennoù e brezhoneg nemetken e vo memestra posupl heuliañ ha kemer perzh er c'hoari evit an deskarded pe ar dud a zeuy gant o bugale, pa vo skignet pep tra e brezhoneg ha galleg ouzh ar skramm.
Kenaozet gant Raok - Brezhoneg e Kreiz-Breizh ha DAO - Deskiñ d'An Oadourien.