Kreiz-Breizh war velo #4 (Staj brezhoneg) NULLET
Roudour a ginnig deoc'h adkemer ho marc'h-houarn e 2021 : deskiñ brezhoneg pe en em varrekaat war ar yezh... war velo!
-
August 2021
- Monday 02 9h00 - 17h00
- Tuesday 03 9h00 - 17h00
- Wednesday 04 9h00 - 17h00
- Thursday 05 9h00 - 17h00
- Friday 06 9h00 - 17h00
Etre daou brantad pedagogel, grit anaoudegezh gant lec'hioù brav Kreiz-Breizh. 100 kilometr bennak 'vo graet e-pad ar 5 devezh staj-se.
Ur staj evit an dud o deus ul live etre pe uhel.
An digarez da zeskiñ ha da weladenniñ war ar memes tro (ha d'ober un tamm sport!).
Evit an dud n'o deus ket ur marc'h-houarn, kinnig a reomp deoc'h, gant harp tachenn-gampiñ ar Stêr-Iêr e Karaez, da feurmiñ ur VTT pe ur velo dredan.
Evit kousket, kinnig a reomp deoc'h ivez mont e darempred gant an dachenn-gampiñ, ul lec'h loc'hañ plaset mat evit ar baleadennoù raktreset war velo.
Registration: