Agenda

Kig-ha-farz da gas d'ar gêr gant Skol Diwan Karaez

12 April 2024 | 16h30 - 18h30

Friday 12 April, 16:30

Kinnig a ra Skol Diwan Karaez ur C'hig-ha-Farz lipous da zegas ganeoc'h, fardet gant "Les Fumets de l'Arrée". Sevel a ra an dour d'hor begoù dija. Arabat kaout aon : bez e vo evit kement hini !

Kig-ha-farz da gas d'ar gêr gant Skol Diwan Karaez
  • April 2024
    • Friday 12 16h30 - 18h30

Mirit kerkent ha bremañ (ha d'an diwezhatañ a-benn ar Merc'her 3 a viz Ebrel da greisteiz), war-eeun war HelloAsso.
12 € eo an tamm dre zen evit an dud deuet, ha 9 € evit ar vugale. Gant kig ha farz, ha... legumaj ha soubenn !
An urzhiadoù a vo da gas ganeoc'h d'ar Gwener 12 a viz Ebrel da zibenn ar skol (etre 4e hanter ha 6e hanter).
Gounidigezhioù ar pred-se a dalvezo da arc'hantaouiñ an obererezhioù hag ar buhezadennoù c'hoarius evit bugale ar skol.